Tom Clancy's The Division

Tom Clancy's The Division zo ur c'hoari video rpg sevenet gant Massive Entertainment hag embannet gant Ubisoft, harpet gant Red Storm Entertainment, Ubisoft Reflections hag Ubisoft Annecy, war Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One. Kelaouet e oa bet eus savidigezh ar c'hoari e-pad an E3 2013, hag embannet da vat dre ar bed d'an 8 a viz Meurzh 2016. Tremen a ra ar c'hoari video un un dazont nepell diouzh hiziv en New York City. Ur gwalldaol a zo bet oc'h implij kleñved ar brec'h. Darn an dud a zo marvet pe klañv bras. Ar c'hoarier, un ajant ispisial eus ar Strategic Homeland Division, berraet en "Division", a zo kefridiet gant sikour an oberiadurioù e Manhattan, kavout petra a zo erruet ha talañ ouzh an dorfedourien. The Division a zo bet savet gant lodennoù ar c'hoarioù video doare rpg, ha gant reoù liesc'hoarier.

Tom Clancy's The Division
c'hoari video
TitlTom Clancy's The Division Kemmañ
Danvez pennañbioterrorism, sleeper agent, epidemic Kemmañ
Heuliet gantTom Clancy’s The Division 2 Kemmañ
TachennC'hoari video enlinenn bras-niver, Third-person shooter, action-RPG, post-apocalyptic video game Kemmañ
Ti-embannUbisoft Kemmañ
Bro orinSveden Kemmañ
Deiziad embann8 Meu 2016 Kemmañ
Lec'h an istorManhattan, James Farley Post Office Kemmañ
Notenn ar varnouriezh79/100, 74%, 81/100 Kemmañ
Hollved faltaziekThe Division universe Kemmañ
TudennoùRick Valassi Kemmañ
Diskouez a raJames Farley Post Office Kemmañ
DiorroerMassive Entertainment, Ubisoft Reflections, Red Storm Entertainment, Ubisoft Annecy Kemmañ
SavennPlayStation 4, Xbox One, Microsoft Windows Kemmañ
Lusker grafikSnowdrop Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier, player versus player, co-op mode Kemmañ
Trobarzhell dont tredornell c'hoari, touchennaoueg, logodenn Kemmañ
Diaz embannpladenn Blu-ray, embannadur niverel, optical disc, pellgargañ niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Renkadur PEGIPEGI 18 Kemmañ
Renkadur USKUSK 18 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://tomclancy-thedivision.ubi.com/game/en-US/home/ Kemmañ
Announcement date10 Mez 2013 Kemmañ
Logo ar c'hoari video Tom Clancy’s The Division
Stal Tom Clancy's The Division e-pad ar Gamescom 2013

Degemeret mat eo bet ar c'hoari hervez ar vurutelladennoù, gwerzhet eo bet mat ivez, gant Ubisoft o embann e oa bet ar rekord evito a-fed gwerzhadennoù en devezh kentañ embann. Ouzhpenn-se, ur sizhun war-lerc'h an embannadur, Ubisoft a embanne e oa bet The Division ar c'hoari ar muiañ gwerzhet en istor an embregerezh breton, ar gwellañ kentañ sizhun embann en istor an embann c'hoarioù video evit ur frañchiz nevez. En holl ez eus bet gounezet $330 milion dollar. Un heuliad anvet Tom Clancy's The Division 2, a vo embannet e miz Meurzh 2019.