Toraigh pe Oileán Thoraigh (hervez an iwerzhoneg) pe Tory Island (e saozneg) zo un enezenn en arvor Kontelezh Dún na nGall, en Iwerzhon. En em astenn a ra war 5 km a hed hag 1 km a led, ha 133 den a oa o vevañ enni e 2002[1], 15 km diouzh an douar-bras.

Enez Toraigh

Iwerzhoneg eo ar yezh a vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud, hag emañ an enezenn er Gaeltacht neuze.

Ul lec'h a bouez eo an enezenn evit spesadoù evned a zeu da neizhiañ enni, evel da skouer ar rakig-melchon.

Notennoù

kemmañ
  1. CSO.ie - 2002 Census