Torchenn
Un dorchenn zo ur seurt sac'h, leuniet gant danvez evel plu pe gloan, hag a vez lakaet war ur gador pe war an douar da azezañ warnañ.
Gallout a ra bezañ implijet ivez da lakaat dindan ar penn, da gousket. Ur goubenner zo ur seurt torchenn a vez da gousket en ur gwele.
Gerioù
kemmañ- Ul louf-torchenn a vez lavaret dre fent, hag un tamm dre zismegañs, eus un den o labourat en e goazez war ur gador.
Pakañ
kemmañTud zo a bak traoù prizius e boestoù ha torchennoù en-dro dezho. Torchennoù dre aer a vez lakaet ivez er sammgirri, ha c'hwezhet etre ar pakadoù evit stabilaat ar garg .