Touadenn ar c'hoari bolod
Touadenn ar c'hoari paume (galleg: Serment du Jeu de paume), a voe un darvoud a-bouez eus an Dispac'h Gall. Un douadenn a unvaniezh a oa bet embannet d'an 20 a viz Even 1789 e sal ar c'hoari Paume, e Versailles, gant 300 kannad eus an Trede-urzh, gant nebeut kannaded eus ar gloer hag an noblañs e-pad Stadoù-meur 1789.
Touet e voe gant ar gannaded sevel ur vonreizh. An douadenn-se, e-maez lezenn hervez gwir ar Renad kozh, a voe un arouez politikel kreñv hag a voe diazez en Dispac'h Gall. Diskouez a rae anat e oa ar galloud o vont eus ar roue etrezek ar bobl. Ar wech kentañ e oa bodañ kannaded an teir urzh (noblañs, kloer, Trede stad) en ur vodadeg-seveniñ vroadel (« Assemblée nationale constituante »). Eus ar vodadeg-se e teuio fin an dreistgwirioù (4 a viz Eost 1789), Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour (26 a viz Eost 1789), ha pennaennoù ar vonreizh (fin 1791).