Toullañ ar gousac'h

Un doare toullgorfañ eo ha gantañ e vez toullet ar gousac'h en e bezh a du da du pe pe c'hoazh eus dirak betek a-dreñv. Un doare-ober diaes kentañ da gas da benn an hini eo, o tennañ war-eeun d'ar surjianerezh hag abalamour da se ez eus anezhañ un doare toullgorfadur ral-kenañ. Disheñvel eo diouzh an hafada ma vez toullet kroc'hen ar gousac'h nemet ken.

Priñs Albert ha tunel gousac'h

Un toullgordafur diaes da gas da benn an hini eo ha kentoc'h evit un nadoz e vez implijet e vez ur skejer evit troc'hañ ar groc'hen ha neuze e vez gwiet evit krouiñ ar frailh a dalvezo da staliañ ar bravig drezañ, peuliesañ ur bravig tev a-walc'h ha graet a-ratozh-kaer. Ma stag mat al liamm e diabarzh etre dirak hag a-dreñv ar gousac'h e paree buan-ha-buna hep kudennoù, a-hendall e c'hell padout pell ar maread-pareañ.

Risklus a-walc'h eo an toullgorfadur-mañ rak ma teu da vezañ flaer ar gloazadur e c'hell mont war diorren e doabarzh ar gousac'h. Ur wezh pareet avat e c'hell bezañ astennet hogozik diouzhtu war-lerc'h.

Un doare toullkorferezh modern eo hemañ, kaset da benn gant tud gante toullforfadurioù "taer" all peurliesañ, da skouer enplantoù iskroc'hennek pe enplantoù treuzkroc'hennek ha tud bet faotet o zeod pe c'hoazh tud a blij dezhe ar sadomasocherezh.

Pennadoù kar:

kemmañ

Liammoù diavaez:

kemmañ