Toullgorferezh
An toullgorferezh(Daveoù a vank) pe piercing (diwar ar saozneg: body piercing) a zo un doare da zaskemm ar gorfadurezh dre toullañ ar c'hroc'hen a-benn staliañ ennañ bravigoù a bep seurt.
E lec'hioù zo e vez toullet gant an dud o c'horf evit abegoù relijiel. E SUA hag e Kornôg Europa avat eo deuet da vezañ ur c'hiz abaoe ar bloavezhioù 1990, deuet eus ar broioù saoznek, ha brudet gant kanerien saoz ha stadunanat zo, tremenet etre daouarn an doullerien-groc'hen, o deus krouet o lec'hienn e SUA, Body Modification E-Zine , da vrudañ o micher, e-giz un arz nevez, gant un istor, mistri, pennoberennoù. Alies e vez gwelet tud a bep seurt toullet o fri, o diskouarn, o abrant hag o zeod, ken paotred ken merc'hed. Graet e vez peurliesañ, a-hervez, evit bravaat ar c'horf dreist-holl.
Istor
kemmañA-gozh eo bet toullet o c'horf gant an dud e meur a vro hag e meur a sevenadur dre ar bed a-bezh, eus Henegipt betek India ma c'heller gwelet alies maouezed toullet o fri.
Gant an Azteked ivez e veze toullet teod an dud en ul lid relijiel hag en Europa e vez toullet divskouarn ar merc'hed hag ivez muioc'h-mui ar baotred a-gozh.
Kalz mojennoù a vez kontet diwar-benn an toullañ-kroc'hen, evit klask reiñ un diazez istorel dezhañ e broioù ar c'hornôg, met gwall arvarus eo an arguzennoù ha peurvuiañ ne veneger skrid istorel ebet.
Teknikoù
kemmañMeur a deknik zo da doullañ ar c'horf, en o zouez implijout ur gontell lemm pe ur skalpel pe c'hoazh un ardivink ispisial, anvet pistolenn a-wechoù, bet ijinet a-ratozh-kaer evit toullañ ar skouarn. Risklus eo implijout seurt ardivinkoù avat evit ober toulloù e lec'hioù all eus ar c'horf, rak diaes int da naetaat da vat.
Peurliesañ e vez toullet ar c'horf en Europa gant nadozioù toull ha war-lerc'h e vez lakaet ar bravig da dremen dre an toull bet dalc'het digor gant un tamm plastik toull anvet kannula.
Yac'haat
kemmañHir pe hiroc'h e c'hell bezañ ar prantad a rank ar c'horf evit yac'haat da vat hervez al lec'h bet toullet. Ouzhpenn-se ranker diwall da derc'hel naet-tre atav al lec'h, rak un c'hloazadenn an hini eo e gwirionez.
Amzerioù yac'haat:
- Flip ar skouarn: 2 viz
- Begel: 12 miz
- Fronell: 6 miz
- Gweuz: 2 viz
- Abrant: 2-4 miz
- Teod: 3-6 sizhun
- Beg ar vronn: 10-12 miz
Ur wech pareet da vat e c'hell an den kemmañ ar bravig pe lemel anezhañ evit prantadoù berr mar bez ezhomm.
Riskloù
kemmañEvel n'eus forzh peseurt teknik ma vez torret ar c'hroc'hen e sav riskloù a bep seurt, evel, da skouer, kleñvedoù red. Bremañ avat ec'h eo izel-tre seurt riskloù pa vez toullet ar c'horf gant tud a vicher ha pa diwaller da derc'hel ar c'hloazadenn naet-tre.
Posupl eo ivez e zeufe un allergiezh diwar ar metaloù implijet evit ar bravigoù, dreist-holl an nikel, met bremañ ez eus meur a danvez a c'heller implijout en o lec'h.
Ret eo diwall ivez rak skeiñ warne evit mirout eus an traoma hag a c'hell sevel gwall aezet diwarne pa vezont fresk dreist-holl.
Roll toulladurioù boutin
kemmañWar an dremm hag er genoù
kemmañ- Etre an daoulagad
- Jod
- Skouarn
- Abrant
- Gweuz
- Fri ha fronelloù
- Teod
- Dindan an teod (frenom an teod)
- Staon
Er c'horf
kemmañ- Kroc'henn ar c'horzailhenn a-raok (piercing madison)
- Begel
- Penn-bronn
- Kilpenn (toulladur war c'horre)
Toulladur organoù genel ar baotred
kemmañ- A-dreuz ar vezenn (ampallang)
- A-dreuz ar vezenn o tremen dre ar san droazh (apadravya)
- E kroc'hen ar gousac'h (hafada)
- Er veskenn
- A-dreuz korf ar c'halc'h
- Daou piercing priñs albert stag an eil ouzh egile (beg-hir)
- Tro-dro d'ar vezenn (dydoe)
- A-dreuz ar frenom
- Meur a doulladur lakaet an eil war-lerc'h egile er frenom (skalier)
- Etre ar fraezh hag ar gousac'h pe ar gouhin (guiche)
- A-dreuz ar frenom hag ivez tre war ar c'halc'h (lorum)
- A-dreuz ar san droazh dre un toull er frenom (priñs albert)
- E kroc'hen an askorn kaezour
- A-dreuz ar gousac'h
Toulladur organoù genel ar merc'hed
kemmañ- E kroc'hen an askorn kaezour a-is da muzelloù ar c'hourzh
- En ellig
- E mezenn an ellig
- En diweuz (fourchette)
- Don e korf ar ellig (isabella piercing)
- E mezenn an ellig + kristina (nefertiti)
- Dre un toull er san droazh betek ar gouhin (priñsez albertina)
Divoutin
kemmañLod a lak toullañ o c'hein