Tour-tan Kernevest

tour-tan e Breizh

Tour-tan Kernevest zo un tour-tan e Sant-Filiberzh, e Bro Gwened.

Tour-tan Kernevest
Map
Lec’hSant-Filiberzh, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ47° 34′ 23″ N 3° 00′ 28″ W / 47.573, -3.00778
Tour
Savet1855 Edit this on Wikidata
Uhelder15 metr Edit this on Wikidata
Gouloù
Lazhet2012 Edit this on Wikidata

Emañ war an douar-bras, tost da c’henoù stêr Krac’h.

Savet e oa bet e 1855. E 1952 e oa bet tredanet. Hag e 2012 e oa bet lazhet da vat, rak ne servije ket ken. Emañ en douaroù, war ribl « straed an tour-tan », pellik diouzh an aod, ha bremañ ez eus gwez tro-dro dezhañ hag a vir ma vefe gwelet eus ar mor.

Un tour-tan bihanoc’h zo, tostoc’h d’an aod, da heñchañ bremañ ar bigi da vont tre er stêr. Emañ hennezh war ribl ar « straed Anna ar Bailh », ur straed lakaet dezhi anv ur vaouez hag a voe gwardez an tour-tan kozh e-pad 40 vloaz, eus 1925 betek 1965.

Prenet e oa bet an tour-tan kozh gant ti-kêr Sant-Filiberzh e 2014, hag adkempennet eo bet.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.