François-Dominique Toussaint Louverture

(Adkaset eus Toussaint Louverture)

François-Dominique Toussaint Louverture (Tousen Louvèti e kreoleg), ganet "Toussaint Bréda" d'an 20 a viz Mae 1743 (?) nepell eus Cap-Français, e proviñs an Hanternoz e Saint-Domingue (anv Haiti da neuze), en ur familh sklaved a orin afrikan, ha marvet d'ar 7 a viz Ebrel 1803, pa oa bac'het e kreñvlec'h Joux, kumun La Cluse-et-Mijoux, Jura, Bro-C'hall, a zo anavezet evel ar brasañ penn-brezel an Dispac'h e Haiti. Laket e voe da c'houarnour e Saint-Domingue.

François-Dominique Toussaint L'Ouverture

Orin ha yaouankiz

kemmañ

E dad-kozh, Gaou-Ginou, a vefe bet ganet en Dahomey, ur vro ag Afrika, en un tiegezh roueel Arada. Gwerzhet e voe Hippolyte Gaou, tad Toussaint, da verour tachennn ar C'hont Breda. Eno e voe ganet Toussaint. E vestr, an aotrou Baillon de Libertat, a lakaas anezhañ da zeskiñ lenn ha skrivañ. Dimeziñ a reas gant ur vaouez anvet Suzanne (dieub e oa homañ); daou vab a c'hanas dezhe: Isaac ha Saint-Jean.

Toussaint a voe dieubet e 1776, pa voe gant e 33 bloaz. Hervez an dielloù trevadennel e talc'has un atant a 15 ha lec'h ma produe kafe, gant trizek sklav o labourat ennañ.


An dispac'her trec'het

kemmañ

Penn bras an dispac'h haitian

kemmañ

Pa voe divizet gant Napoleon Iañ lakaat ar re Zu da zistreiñ da sklaved en em savas Toussaint Louverture a-enep d'ar C'hallaoued. Trec'het e voe ha kaset da Frañs lec'h ma voe bac'het. Jean-Jacques Dessalines, unan ag e genlabourerion, en em lakaas da Impalaer goude embannadenn dizalc'hidigezh Haiti d'ar 1añ a viz Genver 1804.