Trabant
Ar c'hirri Trabant (1957-1991), lesanvet Trabi a-wechoù, a oa kirri savet en DDR gant an embregerezh VEB Sachsenring Automobilwerke Zwickau. Un arouez eus an DDR e oa deuet da vezañ. Etre 1957 ha 1991 e voe savet 3 051 385 skouerenn. An hini ziwezhañ a oa roz.[1]. E 2007 e chome war-dro 52 400 skouerenn a oa gouest da vont en-dro en Alamagn[1]. Pa veze savet e oa unan eus ar c'hirri nemeto a gouste keroc'h eil-dorn evit pa vezent prenet nevez, peogwir e oa dav gortoz etre 10 ha 15 vloaz goude bezañ gourc'hemennet ar c'harr.[1]. Trabant a zo ur ger alamanek a dalvez loarell.
Istor
kemmañLabouradegoù Auto-Union AG a oa perc'hennet gant August Horch (krouer Audi). E dibenn an Eil Brezel-bed e voe diberc'hennet gant an Arme Ruz. E 1948 e voe produet ur c'harr nevez anvet F8 e labouradeg Zwickau. Diazez an Trabant 601 (1957) e voe[2].
Er c'hirri Trabant ne oa na pomp dour na pomp eoul ebet, na amredad lard-karr, na pomp tireoul : an trelosker a veze bouetaet gant ar pounnerder. Ar starderez a oa diazezet war pevar zaboulin hag ur rod dizalc'h a oa evit ma ne chomfe ket stardet ribouler ar c'heflusker daou bred. Gant plastik e oa savet ar c'harroñsadur. Kirri aes da dresañ er gêr gant ostilhoù eeun e oant.
Patromoù
kemmañ- Trabant 610 gant ur c'heflusker 4 sailh, etre 1973 ha 1979
- ur c'hentpatrom gant ur c'heflusker diesel e 1984. Distrujet e voe, met unan a voe adsavet gant tammoù, hag a c'haller gwelout e mirdi Horch e Zwickau;
- ur sistem ensinkladur elektronek a lakae an dispiggn tireoul da ziskenn eus 18%. met ne voe ket kendalc'het peogwir ne veze ket produet ar parzhioù elektronek ret en DDR
- keflusker Wankel gant ur ribouler-tro e 1965, ur c'hentpatrom e voe nemetken
- kentpatromoù liesseurt : keflusker yenaet gant dour, pe keflusker tredan
- raktresoù liesseurt gant karroñsadurioù nevez;
- Trabant P100 gant karroñsadur nevez ha peder dor
Liammoù diavaez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Rory MacLean, Stalin's Nose: Across the Face of Europe, HarperCollins, Londres, 1992 (ISBN 0-00-215871-X)
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 La Trabi fête son demi-siècle, Le Figaro/Le Figaro économie, 5 a viz Du 2007
- ↑ La Trabant a cinquante ans, L'Express, 9 a viz Du 2007