Traoñienn ar Marv
Traoñienn ar Marv (e saozneg: Death Valley; Tümpisa e timbicheg) a zo un draoñienn dezerzhek e Dezerzh Mojave e Kalifornia ar reter, er Stadoù-Unanet. Eno emañ lec'h izelañ ar Stadoù-Unanet gant -86m dindan live ar mor hag al lec'h krinañ en Amerika an Norzh. An tommañ gwrezverkenn war an Douar a voe muzuliet eno d'an 10 a viz Gouhere 1913 gant 56,7°C el lec'h anvet Furnace Creek.