Trem das Onze
Trem das Onze ("Tren Unnek Eur") zo ur ganaouenn bortugalek hag ur samba brazilian gant Adoniran Barbosa. Brudet eo bet gant al laz Demônios da Garoa.
Loreet e voe an ton e Carnaval Rio de Janeiro e 1964 gant ar priz Prêmio de Músicas Carnavalescas do IV Centenário do Rio de Janeiro, goude bout dibabet e São Paulo en ur genstrivadeg aozet gant ar chadenn skinwel Rede Globo, ha bet lakaet e-touez an 10 gwellañ kanaouenn-bobl a viskoazh.
Da bemzekvet gwellañ hepken gant ar gelaouenn Rolling Stone Brazil avat[1].
Ar ganaouenn
kemmañKaoz zo eus ur paotr eus karter Jaçanã, en hanternoz kêr vras São Paulo (20 milion a dud), ha ne c'hall ket chom e kreiz kêr gant e zousig ken abalamour ma rank kemer tren unnek eur da zistreiñ d'ar gêr, rak emañ e vamm ouzh e c'hortoz ha hi ne gousko ket keit ma ne vo ket distro he mab.
Kanerien
kemmañ- Demônios da Garoa - 1964
- Adoniran Barbosa - 1974
- Caetano Veloso, Maria Gadú - 2010
- Zeca Pagodinho - 2013
Komzoù
kemmañ- Ar son, da lenn ha da selaou kanet gant ar strollad Demônios da Garoa.