Treuz-kontre[1] pe cross country (anv orin saoznek) a vez lavaret eus "redek war ar maez" pe "redek a-dreuz maezioù", ur sport a vez graet o redek dre ar parkeier ha war an hentoù-karr ha gwenodennoù, ha n'eo ket en tachennoù sport na war ar straedoù terduet. Adalek an dibenn-hañv eo e vez aozet ar redadegoù-se war ar maez. Etre ul lev ha teir (4 ha 12 kilometr) a vez da redek gant ar sportourien, hervez oad an dud ha live ar genstrivadeg.

Redadeg war ar maez en Ossiloop, e Friz.
Redadeg yaouankizoù e Minnesota.

Ar redadeg

kemmañ
 
Redadeg war ar maez: war al linenn loc'hañ.

A-gevret ha stok ouzh ul linenn e krog ar rederien da redek.

Redadegoù

kemmañ

Redadegoù a bep seurt zo, darn zo berr, re all zo hir, ha redadegoù evit ar yaouankiz zo ivez.

Redadegoù yaouankizoù

kemmañ

Implijet e vez ar redadegoù krennarded er skolioù da zibab ar rederien wellañ d'o lakaat da redek war ar roudennoù goude.

Kampionadoù

kemmañ

Kampionadoù a vez: kampionad Europa ha kampionad ar bed, e-kichen hini Breizh ha re all.

 
Kampionad ar bed e 2010.

Kampioned

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ofis ar Brezhoneg: [1], diwar Jakez Konan, Pikoù mab e dad, 1983, p.156. Adkemeret gant Geriadur brezhoneg An Here p. 770b ha Geriadur galleg-brezhoneg Martial Ménard, 2012, p. 344. Ster "country", e "cross-country", eo maezioù; ster kontre eo bro.