Treuzell (urzhiataerezh)
Karget e vez an avead-se da gennaskañ daou rouedad stlennegel a zo oc'h arc'hwelañ gant komenadoù disheñvel. Oc'h en em harpañ a ra war liveoù etre hag uhelañ ar patrom OSI.
Arc'hwelañ an dreuzell
kemmañGwezhiañ a ra an dreuzell evit gwir war ar pemp live uhelañ eus ar patrom OSI, eus al live "rouedad" betek al live "arload".
Amdreiñ a ra ar roadennoù en doare ma vijent meizadus gant ar c'homenad nevez.
Gwaziadurioù treuzell a vez kinniget gant reizhiadoù korvoiñ rouedad. Evel-se e c'hell un arval war ur rouedad lavaret kehentiñ gant dafariadoù pe arvalien arall oc'h arverañ ur c'homenad arall o tremen dre un dreuzell.
Da skouer, dre c'hras ar gwaziadur treuzell evit Novell Netware (SPNW) e c'hell ar staelioù gant Windows haeziñ d'un dafariad Novell evel pa vije al loazioù ennañ o vezañ dasparzhet gant un dafariad Windows NT. An treiñ d'an iriennoù eo a vez kemeret e karg gant ar gwazadur treuzell.