Un treuzpluñveg zo ur seurt goubenner hir. Lakaet e vez en un doagenn. E-barzh ez eus plu pe danvez blot all.

Un treuz pluñveg gwenn gant bleunioù glaz.
Un treuzpluñveg ha goubennerioù.

Gallout a reer en em gannañ gant treuzpluñvegoù ha goubennerioù evit farsal, hep riskl d'ober droug d'ar re all. An abadennoù-se a blij d'ar vugale, d'ar grennarded ha d'an dud gour zoken, en tier-lojañ, en trevadennoù vakañsoù, pe c'hoazh er c'hazarnioù.

Raloc'h eo deuet da vezañ er c'hambreier eget ar goubenner avat.

Gwelet ivez kemmañ