Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un nevezc'her eo an termen treuzvaouez bet savet diwar ar saozneg transwoman. Implijet e vez evit ober anv eus tud treuzrevel bet renket evel paotred pa oant bet ganet, pe c'hoazh tud etrereizhel bet lakaet da baotred diwezhatoc'h, da lâret eo tud gant ur rev ganel pe "biologel" gourel, hag a sant ne glot ket an identelezh revel diavaez gant o revelezh gwirion diabarzh.

Ur stad-den pe identelezh revel gourel o deus an dud-se ha fellout a ra dezhe en em zerc'hel evel maouezed ha bezañ hervez patromoù ar gevredigezh liammet ouzh ar maouezed.

Lod a vez oberetaet pe a implij hormonoù evit lakaat o revelezh diavaez da glotañ gant o revelezh diabarzh. Lod all avat ne reont netra evit kemmañ o c'horfoù en un doare peurbadus ha gwiskañ a reont dilhad maouezed.

Lod a gav gwell ma vez great graet maouezed pe merc'hed anezhe hepmuiken, lod all avat a ra kentoc'h gant termenoù evel hennezh evit ober un diforc'h etreze ha goured kizrevel.

Kemmañ a ra tuadur reizhel an dreuzc'houred a hini da hini ivez evel-just. Evit komz eus tuadur reizhel tud treuzrevel hep ober dave d'o rev-i e vez graet gant an tremenoù androfiliezh evit komz eus an dud sachet war-du goured ha ginofiliezh evit ar re a vez sachet war-du maouezed.


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ


  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.