Troad distributivel-amzeriañ
(Adkaset eus Troad distributivel-amzerel)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad distributivel-amzeriañ (saoz.: distributive-temporal case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ pegen alies e tegouezh un dra bennak, o klotaat war un dro gant arc'hwel an droad distributivel diouzh un tu ha hini an droad-amzeriañ diouzh an tu all.
Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù finnek-ougrek, da skouer:
- havonta ("bep miz")
- naponta ("bemdez")
- e finneg gant ur ster un tammig disheñvel hag implijet ral a-wezh er yezh-mañ, merket gant al lostger "-sin" staget ouzh merk al liester "-i-" peurliesañ, da skouer:
- sunnuntaisin ("bep sul/d'ar sul")
- päivisin ("e-pad an devezh(ioù)/diouzh an deiz")
An droad distributivel kv. an droad distributivel-amzeriañ
kemmañDisheñvel eo ster an droad distributivel, a verk ar c'houlz, diouzh hini an droad distributivel-amzeriañ, a dalvez kentoc'h da verkañ ar fed ma vez graet un dra bennak en un doare ingal a-hed ar wezh, da skouer:
- Distributivel
- Siivoan päivittäin ("Naetaat a ra diouzh an deiz/e-pad an deiz")
- Distributivel-amzeriañ
- Siivoan päivisin ("Naetaat a ran bemdez")