Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad intrativel (saoz. intrative case) evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "etre" e brezhoneg.

Implijet e vez e limboueg, merket gant an enger "-lum-, staget etre ar wrizienn hag al lostger lokativel -ʔō, da skouer:

anchi-lum-ʔō mi nɛ̄
ni*-AMDRANZ-LOK tan bezañ.lec'hiet
"Un tantad ez eus kenetrezomp-ni."

* anchi raganv evit ar c'hentañ gour daouder endalc'hus.

Mammenn:

kemmañ