Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad pertingel (saoz.: pertingent case) pe troad stokaat evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "stok ouzh" è "stag ouzh" e brezhoneg.

Implijet e vez an troad pertingel gant an tlingiteg, merket gant al lostger ""-xh. Tri implij pennañ en deus an droad pertingel en tlingiteg:

  • En un doare rik e vez implijet evit merkañ ar fed m'en em gav un dra pe un den stok ouzh pe stag ouzh un dra pe un den all a-hed ar wezh, d.l.e "stok ouzh (atav/peurliesañ)";
  • Talvezout a c'hell ivez evit deskrivañ ar fed ma tegouzh un dra pe un den alies pe en un doare ingal;
  • A-hendall e talvez da deskrivañ ur stad fizikel

Da skouer:

Lingítxh haa sateeyí (lingít)
Lingít-xh haa-sa-tee-ÿi (lingít)
Tlingit-PERT 1LIES.REN.-(s,-D,-I)-bezañ-ISLAV. (den/tud)
"Ni hag a zo Tlingited"


yaakw yáxh yatee
yaakw yá-xh ya-tee
kanoe neuz-PERTINGEL (0,-D,+I)-bezañ
"heñvel (eo e neuz) eo ouzh ur c'hanoe"