Troad postelativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad postelativel (saoz.: postelative case) evit komz eus un droad, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "eus" e brezhoneg.
Implijet e vez gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-хъай"; -qhay) d'ar stumm ergativel, da skouer:
- Implij orin:
Implijet e vez ganti da ster "eus", da skouer:
- "Маса патарихъай атай инсанар"
- masa patariqhay atay insanar
- "Tud (o tont) eus lec'hioù disheñvel"
- Implij astennet e ster:
Implijet e vez ivez da verkañ abeg pe orin an aon pe ar vezh (kevatal da "rak" e brezhoneg), da skouer:
- "Аялдиз вичин бубадихъай кичIе жеда
- ayaldiz vitchin boubadiqhay kitch'e jeda
- "Aon en deus ar bugal rak e dad"
Mammennoù:
kemmañLevrlennadur:
kemmañHaspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter