Troad proksimativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad proksimativel (saoz. proximative case) pe troad tostaat evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un dra pe un den bennak tost ouzh un dra pe un denn all, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "tost ouzh"/"nepell diouzh" e brezhoneg.