Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad relativel (saoz.: relative case) evit komz eus un droad a dalvez da stagañ un anv-kadarn ouzh un elfenn yezhadurel all evit sevel un islavarenn stag.

An droad relativel hag an droad c'henitivel kemmañ

Disheñvel eo an droad relativel diouzh an droad c'henitivel rak daoust ha ma c'hell talvezout ivez ar genitivel da liammañ un anv-kadarn ouzh unan all, n'eo ket hemañ nag hec'h arc'whel nemetañ nag hec'h arc'hwel pennnañ. Diouzh an tu all avat, daoust ha ma c'hell talvezout an droad relativel da stagañ anvioù an eil re ouzh ar re all, ne dalvez ket da verkañ ul liamm perc'penniezh, arc'hwel pennañ an droad c'henitivel.

Yezhoù skouer kemmañ

Ral a wezh e kaver yezhoù implijet gante un droad relativel rik, en o zouez un nebeud yezhoù kaokazek, ar yezhoù mic'hel-sokek (mixe–zoque) hag ar youpikeg (ur yezh eskimoek, da skouer:

Angute.m nera.a neqa
"den"-RELATIVEL "debr"-3de GOUR.3de GOUR "pesk"
"Emañ an den o tebriñ ar pesk"

Mammennoù: kemmañ

Blake, Barry J. (1994: 151) Case (Cambridge Textbooks in Linguistics), Cambridge: Cambridge University Press