Troad revertivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad revertivel (saoz.: revertive case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un dra bennak pe un den bennak o tistreiñ, o vont war-gil pe o vont a-enep d'un dra bennak.
Implijet e vez an droad-mañ gant ar manchoueg, merket gant al lostger "-ca/-ce/-cu" (diwar ar wrizienn: "ca").