An droazhadouriezh eo ar rann eus ar vezekniezh a bled gant organoù an troazhañ (lounezhi, c'hwezhigell) hag ivez gant an andrologiezh (organoù engehentiñ ar baotred : raksavenn, divgell ha kalc'h). Ur gelaouenn vezegel c'hall a bled gant an droazhadouriezh, Progrès en Urologie hec'h anv. A-hend-all, ar vezeion a lenn ingal ar gelaouenn europat European Urology, ar gelaouenn vreizhveurat British Journal of Urology, pe an hini amerikan Journal of Urology.

troazhadouriezh
diskiblezh akademek
Iskevrennad eusdibarder mezegel Kemmañ
Pleustret ganttroazhadour Kemmañ

Ar ger urologiezh hag a vez implijet e darn eus ar yezhoù. Dont a ra eus ar ger henc'hresianek οὖρον ouron "troazh" ha -λογία -logia "studiadenn eus". Ar skiant mezegel-se a zo kroget er bed gresian-roman eus an Henamzer.