Troidigezh enyezhel
Implijet e vez an termen troidigezh enyezhel (saoz. intralinguistic translation) gant studioù an treiñ evit komz eus un droidigezh ma vez kevatal ar yezh termen ouzh ar yezh orin.
Un nevezc'her an hini eo bet krouet er bloavezhioù 1970 gant Roman Jakobson hag a rae un diforc'h etre an tri doare treiñ pennañ-mañ:
- Troidigezh etresemiotikel (saoz. intersemiotic translation): treiñ etre sistemoù semiotek disheñvel, hag a c'hell bezañ yezhoù pe get.
- Troidigezh enyezhel (saoz. intralinguistic translation): troidigezhioù diwar ur yezh orin kevatal d'ar yezh termen, da skouer pa glasker un heñvelster en ur yezh bennak pe c'hoazh etre galleg Kanada ha galleg Frañs.
- Troidigezh etreyezhel (saoz. interlinguistic translation): ar pep boazañ war dachenn an troidigezhioù micherel pa vez disheñvel ar yezh orin diouzh ar yezh termen, da skouer treiñ diwar ar saozneg evit sevel un destenn troet e brezhoneg.