Trujillo (Honduras)

kêr e Honduras
Ur pennad Trujillo zo ivez.

Trujillo (distaget [tɾuˈxiʝo] e spagnoleg) zo ur gumun hag ur gêr e Republik Honduras (Kreizamerika), dirak Bae Trujillo, war aod ar Mor Karib. Kêr-benn departamant Colón eo hag un 28 735 a dud a oa enni e 2020.

Trujillo gwelet eus ar Mor Karib.
Iliz-veur Trujillo, en Honduras.

A-drek kêr ez eus daou venez, Capiro ha Calentura. A-hed an aod e kaver teir c'hêriadenn m'emañ ar bobl Garifuna o chom : Santa Fe, San Antonio, ha Guadelupe.