Tu quoque mi fili
Tu quoque mi fili (Te ivez ma mab !) e vefe ar gerioù lavaret gant Julius Caesar pa oa o vervel d'e vab Brutus en devoa kontellataet anezhañ. E gwirionez en doa distaget ar frazenn-se e gregach.
Betek ennomp eo deuet ar bomm brudet Tu quoque mi fili, en e stumm latin, daoust ma n'en kaver e skrid latin kozh ebet. E gwirionez e seblant dont eus buhez Caesar hervez an De viris illustribus urbis Romæ a Romulo ad Augustum (Diwar-benn tud brudet Roma, adal Romulus betek Augustus), embannet en 1779 gant ar beleg Lhomond : « Quum Marcum Brutum, quem loco filii habebat, in se irruentem vidisset, dixit : “Tu quoque fili mi !” » («Pa welas Marcus Brutus, a rae dezhañ evel d'e vab, o lammat gantañ, e lavaras : “Te ivez ma mab ! ”.
Sklaer eo eo awenet Lhomond gant Buhez Caesar, hervez Suetonius (LXXXII, 3) : « Atque ita tribus et uiginti plagis confossus est uno modo ad primum ictum gemitu sine uoce edito, etsi tradiderunt quidam Marco Bruto irruenti dixisse : καὶ σὺ τέκνον. » (« Skoet e voe gant tri zaol warn-ugent : d'ar c'hentañ hepken e laoskas ur glemmadenn, hep lavarout grik. Koulskoude, hervez un toulladig skrivagnerien, e lavaras, pa welas Marcus Brutus o tont da skeiñ ivez, en gregach : “καὶ σὺ τέκνον !” »2).
Goude Suetonius e voe kontet an darvoud gant Dion Cassius (155 - 229 goude JK)