Tuone Udaina
Tuone Udaina (marvet d'an 10 a viz Even 1898 ; Antonio Udina en italianeg) a oa komzer diwezhañ ar veilhoteg. Mammenn bennañ e oa evit yezh e dud genedik eus enez Veglia. Enrollet e voe gant ar yezhour Matteo Bartoli e 1897, ha bezañ ket un titourer eus ar c'hentañ. Da gentañ n'e oa ket e yezh gentañ met en doa desket anezhi o selaou e zud. N'en doa ket komzet anezhi abaoe 20 vloaz. Ouzhpenn-se e oa bouzar ha dizant. Perukenner e oa hag abalamour da se e oa anvet Burbur (ger dalmatek evel 'barber'). Steuziet e voe ar yezh pa varvas gant ur vombezenn anarkour d'an 10 a viz Mezheven 1898.