Type 3 Chi-Nu
An tank etre Type 3 Chi-Nu (三式中戦車 チヌ San-shiki chū-sensha Chi-nu "Tank etre doare 10 ar bloavezh impalaeriel 2603") a oa un tank etre savet gant Lu Impalaeriezh Japan e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Evel an tank kreiz Type 1 Chi-He, an tank Type 3 Chi-Nu a a oa un doare gwellaet eus an Type 97 Chi-Ha. Ouzhpennet e oa bet ur c'hanol Type 3 75 mm, unan eus kanolioù tankoù galloudusañ Japan e-pad ar brezel.
Biskoazh ne voe implijet ar Chi-Nu en emgann. An holl re bet savet a voe lakaet a-gostez evit difenner douaroù diazez Japan da dalañ ouzh un aloubadeg gant ar Gevredidi.
Istor
kemmañPa oa kroget ar Brezel war Talbenn ar Meurvor Habask, an tank kreiz Type 97 Chi-Ha hag an tank skañv Type 95 Ha-Go e oa tankoù diazez Lu Impalaeriezh Japan. Dre ma pade ar brezel e oa deuet anat ne oant ket mui mat a-walc'h pa oant o klask talañ ouzh tankoù ar Gevredidi. E-pad Kampagnoù Birmania ha Filipinez, nerzh ar c'hanol 57 mm a oa war an Type 97 a oa bet gwan a-enep tankoù ar Gevredidi.
Lu Impalaeriezh Japan en doa savet neuze ar c'hanol tankoù Type 1 47 mm, a implije un obuzenn tarzh-uhel gant un ebarzhadenn en hobregon kalz uheloc'h. Ar c'hanol-se a oa bet dafaret war an tankoù kreiz Type 97 Shinhoto Chi-Ha hag an Type 1 Chi-He.