Type 95 Ha-Go
An Type 95 Ha-Gō (九五式軽戦車 ハ号 kyūgo-shiki kei-sensha Ha-Gō), anvet ivez Ke-Go, a oa un tank skañv implijet gant nerzhioù lu Impalaeriezh Japan. Implijet e voe e-pad ar Brezel Sina-Japan, a-enep an Unvaniezh soviedel e-pad Emgann Khalkhin Gol, hag a-hed an Eil brezel-bed. Efedus e oa a-enep an droadegiezh met, evel an tank skañv stadunanat M3 Stuart, ne oa ket bet savet evit talañ ouzh tankoù all. E-tro 2300 Type 95 Ha-Go a oa bet produet, ar pezh a laka anezhañ da vezañ ar c'harbed hobregonet stourm produet ar muiañ gant Japan.
-
Un Type 95 Ha-Go e-pad Emgann Tarawa
-
Type 95 Ha-Go distrujet gant aostralianiz e-pad Emgann Muar
Type 95 Ha-Go
Iskevrennad eus | tank skañv |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1934 |
Anv er yezh a orin | ハ号 |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Bro orin | Impalaeriezh Japan |
Lakaet er servij | 1936 |