Udriște Năsturel
Udriște Năsturel (war-dro 1596 - 1659) a oa ul lenneg rouman, barzh ha troer barzhonegoù. Un aotrou e oa, ha dastumer telloù, breur-kaer d'ar priñs Matei Basarab. Darempred en devoa gant sevenadurioù broioù all Europa ha lenn a rae levrioù e yezhoù all. Ober a rae gant an henslaveg, yezh an iliz en amzer-hont, ha sevel a reas ar varzhoneg kentañ skrivet gant ur Rouman er yezh-se, e 1635. Met ober a rae ivez gant yezh ar vro : e roumaneg e embannas Varlaam și Ioasaf (1649), istor Barlaam ha Yehoshafat, daou sant enoret er broioù ortodoks.
Un doueoniour e oa ha kalz a reas evit lakaat skridoù moullet e roumaneg da dreiñ e Wallakia, Moldavia ha Transilvania. Skrivañ a reas ivez an droidigezh kentañ en henslaveg eus De Imitatione Christi gant Thomas a Kempis. Embannet e voe an droidigezh-se e manati Dealu, e-kichen Târgoviște.