Unaniezh Stadoù Afrika

Unaniezh Stadoù Afrika a voe un unaniezh verrbad eus div Stad da gentañ (Ghana ha Ginea) ha teir Stad da c'houde (gant Mali ouzhpenn) e Kornôg Afrika etre 1958 ha 1962. Sokialour ha panafrikan e oa an Unaniezh, renet gant Kwame Nkrumah, Ahmed Sékou Touré ha Modibo Keïta.

An Unaniezh en he brasañ

D'an 23 a viz Du 1958 e voe krouet un Unaniezh Ghana-Ginea, adanvet Unaniezh Stadoù Afrika d'ar 1añ a viz Mae 1959. E miz Ebrel 1961 e teuas Mali en Unaniezh. Dilezet e voe an Unaniezh e 1962 pa grogas Ginea da dostaat ouzh SUA pa oa an div vro all tostoc'h ouzh URSS.

Bannieloù

kemmañ

Da vare Unaniezh Ghana-Ginea e voe dibabet banniel Ghana, gant div steredenn du evit diskouez an div Stad. Rak-se e voe ouzhpennet ur steredenn pa zeuas Mali en Unaniezh.