Undeb Cymru Fydd a oa ur gevredigezh vrogar eus Kembre en XXvet kantved.

Savet e voe e 1941 pa voe unanet Undeb Cenedlaethol y Cymdeithasau Cymreig ("Unvaniezh vroadel ar c'hevredigezhioù kembraek") ha Pwyllgor Amddiffyn Diwylliant Cymru ("Poellgor Difenn Sevenadur Kembre") d'ober ur strollad nevez a oa e bal kas yezh ha sevenadur Kembre war-raok. Kemeret e oa bet an anv Undeb Cymru Fydd da zegas koun eus ul luskad brogar all, koshoc'h, anvet Cymru Fydd.

Thomas Iorwerth Ellis (1899 - 1970), mab d'ar politiker Thomas Edward Ellis (1859 - 1899) hag a c'hoarias ur roll a bouez el luskad Cymru Fydd, a voe lakaet da sekretour an Unvaniezh nevez hag a chomas en he fenn betek 1967.

Unan eus stourmadegoù kentañ an Unvaniezh e oa bet ar stourm evit gwareziñ tolead Mynydd Epynt hag a felle da arme Breizh-Veur implijout da dachenn bleustriñ e deroù an Eil Brezel-bed.

Klask a rae an Unvaniezh pouezañ war gouarnamant ar Rouantelezh Unanet evit ma vije degemeret politikerezhioù a-du gant an digreizennañ hag a-du gant ar c'hembraeg, dreist-holl war dachenn an deskadurezh hag hini ar skingomz ha skinwel. Ganti ivez e voe embannet levrioù ha kelaouennoù evel Cofion Cymru evit Kembreiz en armeoù Breizh-Veur da vare an Eil Brezel-bed.

Met palioù politikeloc'h a oa ivez. E 1950 e voe dalc'het ur vodadeg vras da reiñ lañ d'ur c'hampagn evit ur Parlamant kembreat. Er bloavezhioù 1960 e voe kollet eus he nerzh gant an unvaniezh, abalamour ma kreske luskadoù brogar all e Kembre, evel Plaid Cymru ha Cymdeithas yr Iaith Gymraeg. Echuet e voe da vat ganti e 1969.

Levrlennadur kemmañ

  • T. I. Ellis, Undeb Cymry Fydd (1960)
  • William George, Cymru Fydd (1945)
  • R. Gerallt Jones, A Bid for Unity (1971)