Upamanyu Chatterjee
Upamanyu Chatterjee (bet ganet e Patna, er Bihar, 1959) a zo ur skrivagner hag ur c’hargad indian. Brudet eo evit e romant English, August : An Indian story, ur romant diazezet war bed kargidi an Indian Administrative Service (Servij melestradur India).
E studioù en deus graet e St. Xavier's School hag e St. Stephen's College, e Delhi. Kroget eo da labourat en Indian Administrative Service e 1983. Goude ar berzh a reas e levr kentañ e tremenas ar bloavezh-skol (1990-91) evel skrivagner degemeret e skol-veur Kent. E 1998, eo bet anvet rener ar yezhoù e ministrerezh indian an diorren hag ar c’hoskor.
Ouzhpenn e romantoù en deus skrivet Chatterjee un nebeud danevelloù, "The Assassination of Indira Gandhi" ha "Watching Them" en o zouez. E romant brudetañ ha gwerzhet ar muiañ eo English, August : An Indian story . Embannet eo bet e 1988 (hag adembannet meur a wech dibaoe) ha lakaet da film, tapet gantañ priz Gilberto-Solares e Festival des 3 continents e Naoned e 1994. Er romant e kont buhez Agastya Sen, un indian desket a rank mont betek Madna, ur gêr kollet e India, a-benn seveniñ ur staj. Eno e kas al lod vrasañ eus e amzer o ruzañ botoù, o soñjal er merc’hed hag o vutuniñ kanab. Meuleudi a oa bet kanet gant ar vurutellerien pa oo deuet al levr er-maez.
E eil romant, The Last Burden e ditl, a oa deuet er-maez e 1993. Ennañ e kont buhez ur familh indian e dibenn an XXvet kantved.
E dibenn ar bloavezh 2000 e oa deuet er-maez The Mammaries of the Welfare State, un heuliad da English, August. E romant diwezhañ, anvet Weight Loss, a oa deuet er-maez e 2006. Gant ar vurutellerien eo bet keñveriet Chatterjee gant W.B. Yeats, Franz Kafka, Milan Kundera, Saul Bellow hag Albert Camus zoken, abalamour d'ar sell a daol ouzh ar gevredigezh.
Levrlennadur
kemmañTitl | Embanner | ISBN | Deiziad embann | Notennoù |
---|---|---|---|---|
English, August : An Indian story | Faber & Faber,
Rupa & Co, NYRB Classics |
Stumm orin: ISBN 0-571-15101-9
Levr chakod: ISBN 0-14-027811-7 Adembannet: ISBN 1-59017-179-9 |
Embannadur kentañ e miz Even 1988.
Adembannet gant NYRB Classics e 2006 |
Gwelet evel unan eus ar romantoù indian a-vremañ pouezusañ |
The Last Burden | Faber & Faber | Levr chakod: ISBN 0-571-17155-9 | 17 a viz Du, 1994 | |
The Mammaries of the Welfare State | Viking | ISBN 0-670-87934-7 | 2000 | Heuliad da English August |
Weight Loss | Penguin Books India | Levr chakod: ISBN 0-670-05862-9 | 28 a viz C'hwevrer, 2006 |