Urho Kaleva Kekkonen (Pielavesi, 3 Gwengolo 1900 - Helsinki, 31 Eost 1986) a oa ur politiker eus Finland hag a voe Kentañ Ministr (1950–1953, 1954–1956) ha goude-se prezidant e vro (1956–1982). Meur a vicher en doa bet graet a-raok : alvokad, poliser ha kazetenner. Ministr e voe meur a wech adalek 1936. Kenderc'hel a reas gant ar politikerezh a oa bet hini e ziagentad Juho Kusti Paasikivi, da chom neptu ha kaout darempred ken gant stadoù Aozadur Feur-Emglev Mor Atlantel an Norzh ken gant ree Emglev Varsovia.

Urho Kekkonen e 1955

E 1979 e voe garedonet gant ar Priz Lenin evit ar Peoc'h etre ar pobloù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.