Ursula Katharina von Altenbockum
|
Ursula Katharina von Altenbockum Lubomirska, pe Urszula Katarzyna Lubomirska z domu Bokum e poloneg, ganet e 1680 ha marvet e 1743, anvet priñsez Teschen diwezhatoc'h a oa un itron alaman a ouenn uhel serc'h d'ar roue Aogust II, roue Pologn.
Yaouankiz
kemmañMerc'h e oa d'ar Truchsess (senesal) Johann Heinrich von Altenbockum ha d'e bried Konstancja Tekla Branicka, deuet eus Westfalen da Bologn.
E 1695 e oa 15 vloaz Ursula pa zimezas d'ar priñs ha Kronoberkaemmerer (kambrelan) Jerzy Dominik Lubomirski, 26 bloaz koshoc'h egeti. An tiegezh Lubomirski, en amzer-se, a oa galloudus-bras er vro. Liammet e oa ouzh ar Penn-Kardinal Michał Stefan Radziejowski, arc'heskob Gniezno, an hini a oa bet dibabet evel kannad personel gant ar roue nevez, Aogust, goude marv ar roue kozh Jan III Sobieski (1629-1696). Ha daoust da se, iskisat tra, setu ar pab da derriñ eured Ursula.
Serc'h ofisiel
kemmañWar-dro dibenn ar c'hantved en doa graet Aogust, Roue Pologn ha Dilenner Saks, anaoudegezh gant ar briñsez Lubomirska, ha goude he freuz-dimeziñ e kavas an tu d'he daremprediñ dre ar Penn-Kardinal.
En 1700 e teuas da vout serc'h ofisiel Aogust (Mätresse), kemeret ganti lec'h ar gontez Countess Maximiliane Hiserle of Chodau, anavezet ivez evel ar Gontez Esterle. Aogust a gasas Ursula gantañ eus Pologn da Vro-Saks, hag a ginnigas anezhi da lez Dresden. Bamet e voe tud al lez gant kened ha spered ar briñsez. Ur mab a c'hanas d'an 21 a viz Eost 1704, Johann Georg, a vo anvet goude Chevalier de Saxe, hervez anv tad ar Roue-Dilenner.
Pemp deiz goude ganedigezh he mab e voe, d'ar 26 a viz Eost 1704, e voe anvet Ursula da Reichsfürstin (“Priñsez an Impalaeriezh” pe “ Priñsez Impalaerel”) Teschen gant an Impalaer santel Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel.
Ar vuhez goude Aogust
kemmañUr pennad goude, er bloaz-se, e voe torret an darempred etre ar roue ha hi. Ur gontez all a gemeras he lec'h e gwele ar roue e 1705, Anna Constantia von Brockdorff, hec'h anv, anvet diwezhatoc'h Kontez von Cosel. Harluet e voe eus al lez gant ar roue hag en em dennañ a reas war ar maez, e Hoyerswerda.
Bloavezhioù goude, harluet ar Gontez von Cosel eusallez d'he zro, e tistroas Ursula da lez Dresden.
Pa varvas ar Roue-Dilenner e 1733 e voe harluet Ursula eus al lez adarre. He ferc'henniezh e Hoyerswerda a echuas e 1737. Evel digoll e roas ar Roue Dilener nevez, Aogust III, ur gopr-bloaz dezhi, kement ha 18,000 Reichstalern betek he marv, ha 6,000 evit he mab, ar Chevalier de Saxe.
Mervel a reas Ursula en Dresden da 62 vloaz. Beziet e voe en iliz ar Jezuited (Jesuitenkirche) ha kaset e voe he relegoù goude da Leitmeritz, e Bohemia .