Urzh an Erminig hag ar Pennoù-ed

Urzh an Erminig a voe krouet e 1381 gant Yann IV Moñforzh, dug Breizh. Staget e voe Urzh ar Penn-ed outañ gant an Dug Frañsez Iañ e 1448. Pa voe staget dugelezh Breizh ouzh rouantelezh Bro-C’hall e 1532 ne voe ket anv ken eus an daou urzh-se.

Krouidigezh

kemmañ

Urzh an Erminig a oa un urzh a varc’hegiezh, a voe krouet e 1381 gant dug Breizh, Yann IV Moñforzh (1345-1399, evit kreñvaat e c'halloud war an dugelezh ha bodañ an noblañsed tro-dro dezhañ. E 1364, e-pad emgann an Alre, e oa deuet an diegezh Moñforzh, gant skoazell ar Saozon, da vezañ trec'h war Charlez Bleaz, a veze harpet gant roue Frañs. Hennezh a oa e sell da vont war dron an dugelezh. An diernezh nevez en doe lakaet da bal difenn emrenerezh Breizh ha kreñvaat ar velestradurezh anezhi. Ur benveg politikerezh diabarzh e oa met ivez ur benveg diplomatiezh da-geñver al lezioù all. Da vare an dug Frañsez Iañ e veze un enor da vat evit an dud da zont izili eus an urzh-se ha nebeut war-lerc'h e teuas da vezañ "Urzh an Erminig hag ar Penn-ed". Gallout a reer gwelet ar c'holier-se e kerc'henn delwenn Frañsez II en he gourvez en iliz-veur Naoned.

N’eus skrid ebet o reiñ testeni eus krouidigezh an urzh-se ha statudoù an urzh-se ne vezont ket anavezet kennebeut. Gouzout a reer avat e voe krouet an urzh-se war-lerc'h distro an Dug IV eus Bro-Saoz. En em vodañ a rae izili an urzh-se ur wech ar bloaz en iliz-chabistr en Alre ma teuent d’un oferenn a veze lavaret gant un dean hag eizh beleg. Dibar e oa an Urzh-se rak d'ar mare-se e veze degemeret ar merc’hed (nav merc’h diouzh a ouzer) kerkoulz hag an diblonidi.

Ur c’holier a veze roet da izili an urzh-se. C'hoarvezout a rae an dro-c'houzout eus div chadenn aour gant klochedoù e stumm erminigoù. Staget e veze an div chadenn an eil ouzh eben gant ur gurunenn doubl, daou erminig a-istribilh outi.

Hervez ur vojenn, an Dugez Anna a oa o pourmen e Breizh he doa gwelet tud a oa chaseal un erminig. Pa oa en em gavet al loen war ribl ur poull-dour e tiababas talañ ouzh ar chaseourien kentoc’h eget kousiñ e vlev gwenn-kann gacht fank. Hag an Dugez Anna, fromet-kaer gant emzalc’h al loenig-se, da c'houlenn ouzh ar chaseourien chom hep lazhañ an erminig. Diwar neuze e tivizas ober eus an erminig hec’h arouez. « Kentoc’h mervel eget kousiñ » zo deuet da vezañ ger-ardamez Breizh (latin : « Potius mori quam foedari »).

Lakaet e voe an erminig, evit gwir, da ardamezoù duged Breizh gant Pêr kentañ Brizhkloareg (1213-1237, a oa ezel eus Tiegezh Dreux. Mab e oa Pêr kentañ Brizhkloareg da Robert 1añ, ur mab da Loeiz VI. Tiegezh Dreux en doa ur skoed-ardamez gant karezennoù aour ha glas-pers hag ul lurell ruz. E 1316 e kemmas an dug Yann III an ardamezoù. Tennañ a reas ar c’harezennoù hag al lurell ha un torradur erminigoù a lakaat en o lec’h. Dont a reas da vezañ ardamez Breizh. Krouet e voe an erminig ardamezek neuze gant ur familh kapesian.

Ar Penn-ed

kemmañ

An dug Frañsez Iañ a blije kaer dezhañ ar gerioù-ardamezoù hag an ardamezoù. War-dro 1447 ez ouzhpennas da golier Urzh an Erminig ur c'holier pennoù-ed. Lod a soñj dezho en doa graet an dra-se rak peuzheñvel e oa stumm lost an erminig ouzh hini ur penn-ed, zo hanver vrasoc’h egetañ hag eilpennet. Bez hollgaer Frañsez II, zo hiziv e kroazenn su iliz-veur Naoned, zo bet ur c’holier erminig ha pennoù-ed e kerc’henn an dug.

Lenn ivez

kemmañ

Urzh an Erminig zo bet krouet e 1973 evit enoriñ ar pennoù-bras a gas sevenadur Breizh war-raok.