Ar Vendée e Fontenay-le-Comte.

Ar Vendée zo ur stêr eus kornôg Bro-C'hall, 81,7 km hed dezhi.

Eieniñ a ra e Saint-Paul-en-Gâtine, en departamant an Div Sevr (Deux-Sèvres). Tremen a ra neuze dre Fontenay-le-Comte, ha mont e-barzh departamant ar Vande e-lec'h ma kej gant ar Sèvre Niortaise, e kumun L'Île-d'Elle, demdost da Marans.