Gwener ha Meurzh (Saraceni)
(Adkaset eus Venus y Marte (Saraceni))
Gwener ha Meurzh, anavezet evel Venus y Marte e spagnoleg, zo un daolenn gant al livour italian Carlo Saraceni, graet war-dro 1600, hag a zo war ziskouez e Madrid er Mirdi Thyssen-Bornemisza.
En daolenn e weler un abadenn eus ar garantez kuzh etre Gwener ha Meurzh, hervez danevell Ovidius er Metamorfozoù (IV, 167-189). E kêr an ozhac'h Vulkan e c'hoarvez kement-se: en diadreñv e weler govel ar pried tort, en diaraog kambr ar priedoù hag ar gwele gant liñselioù gwenn, ha pemp amourig o c'hoari en dro dezho, tri gant armoù Meurzh, daou gant liñselioù eus ar gwele.