Vestalenn
Ur vestalenn zo ur velegez yaouank e Roma gozh hag a servije Vesta, doueez an oaled, hag a vire an tan sakr na oa ket aotreet da vont er-maez. Gwerc'hezed e oa ar vestalezed, n'hallent ket dimeziñ na dougen bugale na kaout darempred korfel gant den pe zen.
Istor
kemmañHervez istorourien an Henamzer e voe krouet ar Vestalezed gant Numa Pompilius, pe, hervez lodig anezho, gant Romulus. Gouez da Ploutarc'hos, e oant div da gentañ, peder goude, ha c'hwec'h hervez Servius. Hervez Dionysos Halikarnassos e oant peder da gentañ, ha Tarquinus an Henañ a geskas o niver betek c'hwec'h. N'ouzer ket petra krediñ er skridoù-se, met anat e seblant e kreskas o niver en amzer Republik Roma.
Hervez Aulus Gellius e oant merc'hed etre 6 ha 10 vloaz, heneuz ha disi, bev o zad hag o mamm ha dezho micherioù ha ne oant ket dizenorus.
Vestalenn diwezhañ
kemmañCelia Concordia (384).
Poltredoù
kemmañ-
Gant Jean Raoux
-
Gant Willem Doudijns
-
Gant Frederic Leighton, 1880
-
Vesta
Sebastiano Ricci