Vesti (Вести e rusianeg, a dalvez "Keleier") a zo ur gazetenn rusianek pemdeziek a vez embannet e Tel Aviv, en Israel. Ar gazetenn rusianek pemdeziek nemeti eo er vro eo, hag an hini lennetañ er yezh-se.[1],[2] Krouet e voe e 1992 gant stroll Yedioth Ahronoth.[1][3],[4]

E 1994 e kouste 0,60 shekel, da lavaret eo un drederenn eus priz Yedioth Ahronoth pe Maariv, ar pezh a ziskouez e oa kentoc'h paour he lennerien.[5]

E 1996 e veze lennet Vesti gant 200 000 den.[4] Abaoe ar bloavezhioù 1990 ez eo digresket a-galz ar gwerzhañ kazetennoù rusianek en israel, rak digresket eo ivez an niver a zivroidi eus broioù rusianek, hag ar divroidi gent a zo en em lakaet da lenn kazetennoù hebraek. Gwerzh Vesti a zo digresket a galz, ha ranket ez eus bet lakaat ar frejoù da zigreskiñ ivez : bihanaet e voe ment ar gazetenn e 2004. E 2005 e lavare tud ar gazetenn e veze gwerzhet 55 000 skouerenn.[1] 50 kazetenner a veze implijet e 2001.

Ur gazetenn eus an tu-dehou eo Vesti, evel ar media rusianek all en Israel.[6][7] E 1999 e voe deskrivet evel "tost ouzh Likoud."[4][8] Sevel a reas a-du skipailh ar gazetenn gant Natan Sharansky da vare dilennadegoù 1996.[4] Hervez Tamar Horowitz e c'hoarias ar gazetenn, hag ar c'hazetennoù rusian dre vras, ur perzh bras en dilennadegoù-se : " Vesti eo a sikouras trec'h Netanyahou e dilennadegoù 1996. Ne voe ket embannet savboent Strollad al labour er c'hazetennoù rusianek. Ma vije bet ur gazetenn heñvel ouzh Vesti eus tu Likoud e vije bet disheñvel disoc'h an dilennadegoù."[6] E 1997 e voe lakaet Avigdor Lieberman da bolitikour ar bloaz gant lennerien Vesti.[9] Bemdeze e kaver ur stagadenn er gazetenn : yec'hed, buhez er gêr, sportoù, hag all.

E 2006 e voe kaset daou ezel eus skipailh ar gazetenn dirak al lez-varn evit bezañ embannet ur barzhoneg gouennelour[10],[11],[12].

E 2008 e voe aozet ur prosez gant skipailh ar gazetenn rusian Kommersant peogwir e oa bet embannet pennadoù savet ganto e-barzh Vesti hep ma vefe goulennet o aotre.[13]

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 The press in Israel, 26 a viz Genver 2005-01-26 BBC News http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/4191515.stm
  2. Eli Shvidler : Russian-language media in Israel lean toward Georgia, 28 a viz Kerzu 2008 http://www.haaretz.com/hasen/pages/ShArtStEng.jhtml?itemNo=1010645&contrassID=1&subContrassID=1&title='Russian-language%20media%20in%20Israel%20lean%20toward%20Georgia'&dyn_server=172.20.5.5 Haaretz
  3. THE EVOLUTION OF ISRAELI MEDIA, The Middle East Review of International Affairs, miz Eost 2008, Eytan Gilboa, levrenn 12, niv. 3 http://www.meriajournal.com/en/asp/journal/2008/september/gilboa/index.asp#_edn4%7C
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Alan Arian - Michael Shamir : The elections in Israel, 1996, SUNY Press, 1999
  5. Yaroslav Trofimov : ISRAEL: Trashy tabloids thrive after wave of Russian immigrants, 16 a viz Even 1994, The Ottawa Citizen
  6. 6,0 ha6,1 Deborah Lipson : What the immigrants' press is telling them, 11 a viz Mae 1999 http://info.jpost.com/1999/Supplements/Elections99/articles/Article-31.shtml The Jerusalem Post
  7. Lev Gorodetsky : In shift to the right, Russians seek a Netanyahu comeback, 19 a viz Even 2000, Jewish Telegraphic Agency
  8. Donna Rosenthal, The Israelis: ordinary people in an extraordinary land, Simon & Schuster, 2005
  9. Lerner's Trial Irks Russians: Checkered Figure Is Immigrants' Hero, 3 a viz Ebrel 1998, The Forward
  10. http://sultanknish.blogspot.com/2008/11/poet-goes-on-trial-in-israel-for-verses.html A Poet Goes on Trial in Israel for Verses Offensive to Arabs, Sultan Knish
  11. Lily Galili : The freedom to hate, 17 a viz Here 2008 https://web.archive.org/web/20081023013412/http://www.haaretz.com/hasen/pages/ShArtStEngPE.jhtml?itemNo=1029303&contrassID=2&subContrassID=15&title=%27The%20freedom%20to%20hate%20%27&dyn_server=172.20.5.5, Haaretz
  12. L.L. Fialkova - Maria N. Yelenevskaya : Ex-Soviets in Israel: from personal narratives to a group portrait, Wayne State University Press, 2007
  13. Russian paper suing Israeli publisher, 3 a viz Kerzu 2008 http://jta.org/news/article/2008/12/03/1001332/major-russian-newspaper-sues-israeli-publisher Jewish Telegraphic Agency