Virginio Orsini
Virginio Orsini (1572 – Roma, 1615) a voe eil dug Bracciano.
Mab e oa da Paolo Giordano Iañ Orsini, ha d'e bried Isabella de' Medici, a voe krouget gant he gwaz.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas da Flavia Peretti Damasceni, nizez d'ar pab Sist V ha dimezioù kenkoulz a reas e vugale:
- Paolo Giordano II (1591 – 1646), dimezet d'ar briñsez a rene e Piombino hag anvet da briñs an Impalaeriezh Santel, gant an titl a Altezza Serenissima, en lakae dreist d'ar briñsed roman all ;
- Isabella (1597 – 1623), dimezet da zug Guastalla, Cesare II Gonzaga;
- Maria Felicia ( 1599 – 1666), dimezet da Henri II de Montmorency, dug gall a iriennas enep ar c'hardinal Richelieu hag a voe dibennet;
- Maria Camilla (1603), dimezet da briñs Sulmona, Marcantonio II Borghese, niz d'ar pab Paol V;
- Alessandro (1592 – 1626), kardinal ;
- Ferdinando (? - 1660).