Vladimir Sorokin
Vladimir Sorokin
Vladimir Sorokin e 2006
Anv ofisiel Vladimir Georgievich Sorokin
Obererezh romantoù, pezhioù-c'hoari, senariooù filmoù
Ganedigezh 7 a viz Eost 1955
e Bykovo, Oblast Moskov
Yezh skrivañ rusianeg
Luskad lennegel goudemodern
Enorioù

Lec'hienn ofisiel srkn.ru/

Vladimir Georgievich Sorokin (rusianeg : Владимир Георгиевич Сорокин) (7 a viz Eost 1955 e Bykovo, Oblast Moskov) a zo ur skrivagner goudemodern rusianek. Unan eus skrivagnerien vrudetañ Rusia eo. Troet eo bet e levrioù e saozneg, galleg, alamaneg, nederlandeg, finneg, svedeg, norvegeg, slovakeg, daneg, italianeg, poloneg, japaneg, kroateg, serbeg, tchekeg, hungareg hag embannet int bet gant tiez-embann brudet evel Gallimard, Fischer, DuMont, BV Berlin, Haffman, Mlinarec & Plavic ha Verlag der Autoren.

E vuhez

kemmañ

D'ar 7 a viz Eost 1955 e voe ganet Sorokin e Bykovo, Oblast Moskov, e-kichen Moskov. E 1972 e voe embannet evit ar wech kentañ ur skrid gantañ er gazetenn Za Kadry Neftyanikov (За кадры нефтяников, Evit ardeaded greanterezh an dour-tan). Studiañ a reas en Ensavadur Gubkin an dour-tan hag ar gaz e Moskov hag e 1977 e tapas e ziplom ijinour. Goude-se e labouras e-pad bloaz evit ar magazin Change (Смена), ha rankout a reas dilezet e bost peogwir en doa nac'het dont da vezañ ezel eus Komsomol.

A-hed ar bloavezhioù 1970 e kemeras perzh e meur a ziskouezadeg arzoù hag e skeudennaouas tost 50 levr. Kemer a reas perzh Sorokin en underground e Moskov er bloavezhioù 1980, ma kejas ouzh livourien ha skrivagnerien all. E 1985 e voe embannet c'hwec'h istor skrivet gantañ er magazin gall A-Ya hag er memes bloavezh e voe embannet e romant "Ochered" (Al lostad) e galleg gant Syntaxe.

Da vare ar Soviediz e vo berzet oberennoù Sorokin. E miz Du 1989 e voe embannet un dastumad istorioù savet gantañ er magazin Rodnik (Nevezamzer), diazezet e Riga. Ur pennadig goude e voe embannet e skridoù e meur a gazetenn lennegel rusian Tretya Modernizatsiya (An trede arnevesaat), Mitin Zhurnal (Kazetenn Mitya), Konets Veka (Dibenn ar c'hantved), ha Vestnik Novoy Literatury (Kannadig al lennegezh nevez). E 1992 e voe embannet Sbornik Rasskazov (Dastumad istorioù) gant "Russlit" hag anvet e voe evit Priz Booker Rusia. E miz Gwengolo 2001 e resevas Vladimir Sorokin Priz Booker ar bobl hag e miz Du 2001 e voe roet Priz Andrei Bely dezhañ evit e berzh dibar el lennegezh rusianek.

En unan eus e romantoù diwezhañ, titlet Un devezh e buhez Oprichnik, e taolenn un dystopia e Rusia e 2028 : un tzar eo a zo e penn ar vro, meur a dro-lavar sinaek a zo bet degemeret e rusianeg, hag eo dispartiet Rusia diouzh ar broioù amezek a-drugarez d'ar "Voger rusian bras" [1].

E oberenn

kemmañ

Romantoù

kemmañ
  • Ochered' (Al lostad), Pariz, Syntaxe, 1985
  • Norma (Ar reol), Moskov, Tri Kita hag Obscuri Viri, 1994
  • Roman (Ur romant), Moskov, Tri Kita hag Obscuri Viri, 1994
  • Tridtsataia liubov’ Mariny (Tregontvet karedig Marina), Moskov, Izdanie R. Elinina, 1995
  • Serdtsa chetyryokh (Peder c'halon dev), Moskov, Konets Veka, 1994
  • Pervy Subbotnik (Ar Sadornvezh oberiat kentañ), en Oberennoù dastumet e div levrenn, Moskov, Ad Marginem, 1998
  • Goluboe Salo (Salo glas), Moskov, Ad Marginem, 1999
  • Pir (Al lid), Moskov, Ad Marginem, 2000
  • Lyod (Skorn), Moskov, Ad Marginem, 2002
  • Put' Bro (Doare Bro), Moskov, Levrioù Zakharov, 2004
  • 23000 e-barzh Trilogiya. Moskov, Levrioù Zakharov, 2005
  • Den' oprichnika (Devezh Oprichnik), Moskov, Levrioù Zakharov, 2006
  • Zaplyv (O neuiñ). Moskov, AST, 2008
  • Saharniy Kreml (Kremlin savet diwar sukr), Moskov, AST, 2008

Pezhioù-c'hoari

kemmañ
  • Pelmeni (1984-1987)
  • Zemlyanka (Al lochenn) (1985)
  • Russkaya Babushka (Mamm-gozh rusian) (1988)
  • Doverie (Kuzhut) (1989)
  • Dismorphomania (1990)
  • Yubiley (Deiz-ha-bloaz) (1993)
  • Hochzeitreise (Ar veaj goude-eured) (1994-1995)
  • Shchi (Soubenn gaol) (1995-1996)
  • Dostoevsky-Trip (1997)
  • S Novym Godom (Bloavezh mat) (1998)

Senariooù filmoù

kemmañ
  • Bezumny Fritz (Fritz sot), 1994. Sevenet gant Tatiana Didenko hag Alexander Shamaysky
  • Moskva (Moskov), 2001. Sevenet gant Alexander Zeldovich. Priz kentañ festival Bonn; Priz film gwellañ ar bloaz gant Kevread kluboù-filmoù Rusia
  • Kopeyka (Kopeck), 2002. Sevenet gant Ivan Dykhovichny. Anvet evit priz "Zolotoy Oven" ar senario gwellañ
  • 4 (Pevar), 2004. Sevenet gant Ilya Khrzhanovsky. Priz meur juri Festival etrebroadel ar filmoù e Rotterdam
  • Veshch (Tra). Sevenet gant Ivan Dykhovichny
  • Cashfire. Sevenet gant Alexander Schurikhin

Oberennoù all

kemmañ
  • Albom luc'hskeudennoù V Glub' Rossii (E donderioù Russia), gant al livour Oleg Kulik
  • Libretto an opera Deti Rozentalya (Bugale Rosenthal), sonerezh gant Leonid Desyatnikov; savet diwar c'houlenn C'hoariva Bolshoi, Moskov

Liammoù diavaez

kemmañ