Vocabulaire breton-français et français-breton du dialecte de Vannes
Vocabulaire breton-français et français-breton du dialecte de Vannes zo ur c'heriaoueg divyezhek, brezhoneg ha galleg el lodenn gentañ, galleg ha brezhoneg en eil, savet gant Aogustin Gwilhevig hag Pier ar Go hag embannet e 1921.
War a seblant e oa graet al levr diwar stagañ an div oberenn-mañ, embannet a-raok ar brezel-bed kentañ:
- Vocabulaire breton-français du dialecte de Vannes, Lafolye, 1904
- Vocabulaire français-breton du dialecte de Vannes, Lafolye, 1907
E 1924 e voe graet an eil embannadur, e Gwened, e ti Lafolye.
A-wechoù e vez droukvesk etre an oberenn-mañ hag an Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes de Pierre de Châlons, adembannet gant Joseph Loth e 1895.