Voyager 1
Voyager 1 a zo ur sontenn amerikan bannet d'ar 5 a viz Gwengolo 1977 evit studiañ planedennoù diavaez Koskoriad an Heol (Yaou, Sadorn). Goude bezañ studiet Yaou hag hec'h adplanedennoù e 1979, Sadorn hag hec'h adplanedennoù e 1980, e krog e 1989 ar rann etresteredel eus ar gefridi. E miz Eost 2012 ez a er-maez eus an heliosfer, al lodenn eus an hollved dindan levezon an Heol, hag ec'h antre er metoù etresteredel. Ar wech kentañ eo d'un ijinenn savet gant mab-den mont er-maez eus Koskoriad an Heol ha beajiñ dre ar metoù etresteredel-se. Betek ar bloaz 2025 e tlefe ar sontenn skignañ titouroù skiantel.