Ar Welsh Not ("Kembraeg Nann") pe Welsh Note, pe Welsh Knot ("Skoulm kembreat"), a oa un tamm koad, skrivet warnañ al lizherennoù WN, a veze lakaet e kerc'henn ar vugale a gomze kembraeg e skolioù saoznek Kembre en XIXvet kantved.

Ur plac'hig o tougen ar Welsh Not

An "not" a veze roet d'ar paotrig a veze klevet o komz kembraeg ; neuze e ranke e reiñ d'ur bugel all klevet gantañ o komz kembraeg ivez. A-benn fin ar sizhun e veze skourjezet an hini a veze an "not" gantañ.

Gant an not e veze klasket dic'hoantañ ar skolidi da gembraegañ. An danevell-enklask savet e 1847 evit ar Parlamant saoz diwar-benn stad an deskadurezh e Kembre (Brad y Llyfrau Gleision, Infamous Blue Books) a zo test e oa eus ar c'hastiz-se dija e penn-kentañ ar c'hantved. Kondaonet e voe an doare-ober gant an enklaskerien, met gwallefed en doe o zeul parlamantel dre ma roe da soñjal e oa ar c'hembraeg an hini a oa pennabeg kudennoù Kembre. Reiñ a rejont da grediñ e vije ret kelenn e saozneg er skolioù, hag e oa arabat kelenn dre ar c'hembraeg.

Adalek fin an XIXvet kantved avat e krogas ar mennozioù da gemm, ha ne veze ket graet gant ar Welsh Not ken.

Gwelout ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ