When I'm Gone (Carter Family)

When I'm Gone, anavezet ivez evel You're Gonna Miss Me When I'm Gone, zo ur ganaouenn saoznek savet gant A. P. Carter evit e laz, Carter Family, enrollet e 1931. Ur pennadig goude e voe enrollet ivez gant J. E. Mainer's Mountaineers ha gant Charlie Monroe.
2009
kemmañ- E 2009 eo bet treuzfurmet ar ganouenn When I'm Gone gant ar ganerez saoz Luisa Gerstein ha dreist-holl kemmesket gant ur c'hoari bugale anavezet evel cups, ma weler bugale o skeiñ tasoù plastik war un daol da verkañ al lusk. Deuet eo neuze da vezañ Cups, pe Cups (When I'm Gone), pe When I'm Gone (Cups)[1].
- E 2011 e voe pellgarget un doare all e-barzh YouTube gant Anna Burden. Berzh ruz a reas an doare nevez-se, ha da-heul e voe kanet gant an aktourez stadunanat Anna Kendrick, en he doare dezhi, anvet Cups (Pitch Perfect's "When I'm Gone"). Berzh bras a reas doare Kendrick e SUA dreist-holl.
- Ur bern doareoù all a gaver e-barzh YouTube, ha sdreist-holl:
- un doare iwerzhonek, en ul lise iwerzhonek, eus ar c'hentañ
- un doare gallek, dister, gant ur skolaj gall
- un doare brezhonek, gant Skolaj Diwan Gwened.
Notennoù
kemmañ
Liammoù diavaez
kemmañ- When I'm Gone, gant Carter Family e Dailymotion ;
- You're Gonna Miss Me When I'm Gone gant (Charlie) Monroe's Boys e Youtube
- Miss Me When I'm Gone gant J. E. Mainer's Mountaneers e Youtube