White trash a zo ur ger amerikanek disprizus ha ur gunujenn gouennel implijet evit komz eus an dud paour gwenn resisoc'h evit an dud o vevañ war ar maezioù paour e su ar Stadoù-Unanet. Pa vez kaoz eus White trash e vez kaoz eus klasoù sokial a-live izel o vevañ er baourentez. An termenadur a zo bet implijet da gentañ evit komz eus fleñchoù an urzh sokial, gwelet evel dañjerus dre ma c'hellont bezañ torfedourien, n'oufed ket rakwelet, hag o kaout kas diouzh ar beli politikel, lezennel pe a-vat. An termenadur White trash a zo a-voaz ur gunujenn gouennel, met a c'hell bezañ implijet ivez gant tud evit komz gant fent eus o orinoù pe eus o doare bevañ.

Bugale eus Su Stadoù-Unanet Amerika pe southerners o vevañ e Chicago e savadurioù istorel hag a zo chomet dizistruj betek-en

White trash vis-a-vis cracker, hillbilly, Okie, ha redneck

kemmañ

An implij boaz eus "White trash" a zo dammheñvel ouzh ar ster gant "cracker" (e-kostez Georgia ha Florida), "hillbilly" (e-kostez an Appalachoù), "Okie" (evit tud a orin eus Oklahoma), ha "redneck" evit ur ster ledan. Un diforc'h a zo etre "redneck," "cracker", "Okie", hag "hillbilly" hag a lak war-raok ar fed ma z'eo un den paour, hep deskamant, hag o tont eus ar vro a-dreñv gant nebeut keloù eus ar bed vodern gant "White trash" a lak war-raok ar fed ma z'eo c'hwitet da vat buhez un den.

 
Eminem en deus kroget e vuhez evel ur White trash hag a zo laouen o vezañ anvet evel-se