Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 01 bloaz 2010
04/01/2010 — 10/01/2010
Patrom:VIvet kantved
kemmañEr pennad Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed ez eus un dra a-dreuz, a seblant dont eus ar patrom VIvet kantved. Piv a c'hallfe renkañ an dra-se ? --Llydawr 4 Gen 2010 da 11:22 (UTC)
- Skarzhet ar patrom ganin, ha lennus ar pennad en-dro. Bianchi-Bihan 8 Gen 2010 da 10:44 (UTC)
- Trugarez dit, met moarvat e kaver ar memes tra e pennadoù all. Brav e vefe gallout renkañ an dra-se. --Llydawr 8 Gen 2010 da 11:18 (UTC)
- Heñvel em eus graet er pennadoù a zarempredan, ha diwar-benn ar sent vrezhon hag Enez Vreizh e kaver meneg eus ar c'hantved-se alies evel-just. N'on ket a-enep ar patromoù gant ma vint lennus. Bianchi-Bihan 8 Gen 2010 da 16:45 (UTC)
- Mat 'vefe klask kempenn ar patrom-se memestra, peseurt hini eo ? Klask a rin ober war-dro. --Y-M D 8 Gen 2010 da 19:38 (UTC)
- Heñvel em eus graet er pennadoù a zarempredan, ha diwar-benn ar sent vrezhon hag Enez Vreizh e kaver meneg eus ar c'hantved-se alies evel-just. N'on ket a-enep ar patromoù gant ma vint lennus. Bianchi-Bihan 8 Gen 2010 da 16:45 (UTC)
- Trugarez dit, met moarvat e kaver ar memes tra e pennadoù all. Brav e vefe gallout renkañ an dra-se. --Llydawr 8 Gen 2010 da 11:18 (UTC)
Translatewiki.net update
kemmañ- Currently 100.00% of the MediaWiki messages and 87.06% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising and proof reading at translatewiki.net. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 4 Gen 2010 da 14:18 (UTC)
N'eo ket sirius an anv-se, ha leun eo ar rummad. Krouet em eus Rummad:Emsavadeg Budapest, un tamm gwelloc'h, met peuzc'houllo. Marteze e vo kavet gwelloc'h. Ha kavet tud diskuizh d'ober al labour. Bianchi-Bihan 8 Gen 2010 da 10:43 (UTC)
- Ar ger "dispac'h" a gaver e saozneg (ken evit ar rummad en:Category:Hungarian Revolution of 1956, ken evit ar pennad en:Hungarian Revolution of 1956) hag e kalz a yezhoù all (hungareg en o zouez), resisaet gant ar bloavezh alies. N'eus nemet e galleg ma reer gant "emsavadeg" ha ma strishaer an traoù da Vudapest (fr:Insurrection de Budapest eo titl ar pennad er yezh-se). Kinnig a ran ober evel e saozneg, hungareg... ha resisaat gant ar bloavezh, kentoc'h eget mont da heul an anvadur gallek. --Llydawr 8 Gen 2010 da 11:18 (UTC)
- Oan ket aet betek sellout er wikioù all. Mat din ma vez resisaet ar bloavezh evel-just. Gant ar verourien robotet e vo graet al labour hep mar. Bianchi-Bihan 8 Gen 2010 da 16:41 (UTC)
- Emaon o vont da glask gwelet ha prest eo ar bot bet savet gant Implijer:Ash Crow evit ober war-dro ar cheñch rummadoù. --Y-M D 8 Gen 2010 da 19:38 (UTC)
- Eus Rummad:Dispac'h Hungaria davet petra neuze ? Rummad:Dispac'h Hungaria 1956, un dra all ? --Y-M D 8 Gen 2010 da 20:10 (UTC)
- Alioù un istorour bennak all? Bianchi-Bihan 10 Gen 2010 da 13:27 (UTC)
- Oan ket aet betek sellout er wikioù all. Mat din ma vez resisaet ar bloavezh evel-just. Gant ar verourien robotet e vo graet al labour hep mar. Bianchi-Bihan 8 Gen 2010 da 16:41 (UTC)
Ur wezenn-gerentiezh zo a vije bravoc'h ma vije gwelet. Bianchi-Bihan 10 Gen 2010 da 13:27 (UTC)