Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 53 bloaz 2009

28/12/2009 — 03/01/2010

skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha hanter-kant eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Eskemm evit un dibab

kemmañ

Dont a ra tout ar gaozeadenn-mañ eus ar bajenn Kaozeadenn Patrom:Demografiezh. Afer 'zo dibab an doare kinnig hag implijout an taolennoù demografiezh war pajennoù ar gumunioù, roit ho ali mar plij. --Y-M D 28 Kzu 2009 da 17:00 (UTC)[respont]

En ur klask implijout ar patrom e sav kudennoù. Ne vo ket ken aes hag a soñjen. Met furchet 'vo. --Y-M D 26 Kzu 2009 da 18:21 (UTC)[respont]

D'am soñj eo gwelloc'h ober evel-se:[1] ha lakaat {{Demografiezh/An Oriant}} er pennad. Da laret eo Patrom:Demografiezh/anvargumun ha lakaat ul liamm war-zu ar patrom.--Gwendal 26 Kzu 2009 da 18:33 (UTC)[respont]
Savet 'm eus ar Patrom:Demografiezh/Chapel-ar-Veuzid diwar an hini italianek:[2]--Gwendal 26 Kzu 2009 da 18:48 (UTC)[respont]
War a seblant e vo an aesañ evit poent. Emaon o vont da ginnig an traoù evit ma 'vefe eeun da implijout.
Kinnig a rafen ober diwar stumm Patrom:Demografiezh/Bollezele (gant nebeutoc'h a linennoù a-led, evit ma 'vefe lennusoc'h) kentoc'h eget Patrom:Demografiezh/Chapel-ar-Veuzid. Petra soñjez ?
Ar memestra ez eo an daou, touellet on bet gant ar skeul ! --Y-M D 26 Kzu 2009 da 20:35 (UTC)[respont]
Klask a rin teurel ur sell evit gwelet ma ne 'vefe ket tu aesaat an traoù c'hoazh.
Mod all soñjet 'm eus e c'helfe bezañ an 2 grafik an eil e-kichen egile. Ar grafik kozh a gavan dedennus evit an emdroadur.
--Y-M D 26 Kzu 2009 da 20:16 (UTC)[respont]
Goude bezañ amprouet anezhañ endro em eus merzhet e oa mat an traoù. Ar gudenn a teu eus ar fed ez eo kizidik a-walc'h, ret eo e vefe pep tra evel ma 'z eo raktreset er ar patrom. Displegañ a rin pep tra sklaer er bajenn kinnig. N'ouzon ket neuze m'ho peus c'hoant kenderc'hel gant an doare de pajennoù patromoù ? Lavarit din, met aesaat a raio al labour memestra. --Y-M D 26 Kzu 2009 da 20:32 (UTC)[respont]
Mat eo kinniget ha displeget 'm eus an traoù war ar bajenn. Hag ezhomm 'vefe reiñ ur skouer pleustrek pe get ? Roit din ho ali war pep tra. --Y-M D 26 Kzu 2009 da 21:17 (UTC)[respont]

Trugarez evit da labour Y-M D. Ur goulenn all a c'heller sevel: Hag-eñ e implijimp ar batrom e stumm kinniget war bajenn ar patrom pe kentoc'h ober e-giz ar patrom Patrom:Demografiezh/Bollezele da laret eo skrivañ en-dro ar c'hod evit pep pajenn? amañ da skouer--Gwendal 28 Kzu 2009 da 15:53 (UTC)[respont]

Dibaboù d'ober

kemmañ
  • Hag implijet eo vo an daou patrom evit diskouez ar boblañs, an hini kozh + an hini nevez ?
{{Demografiezh
|titl= 
|dimx= 
|dimy= 
|popmax= 
|passo1= 
|passo2= 
|a1= 
|a2= 
|a3= 
|...
|p1= 
|p2= 
|p3= 
|...
|mammenn=
}}
N'am eus ket re bet tro d'ober war-dro ar gumunioù neuze n'ouzon ket re petra 'vefe aesoc'h. Da welet--Y-M D 28 Kzu 2009 da 16:20 (UTC)[respont]
Ober gant ar patrom eo an aesañ d'ober d'am soñj 'vel m'en deus graet Kadbzh evit Domloup. A-enep e vefen mirout an hini kozh, pouneraat a ra ar bajennoù ha n'eo ket ken brav ha sklaer hag egile.--Gwendal 28 Kzu 2009 da 16:24 (UTC)[respont]
D'am soñj e vefe mat implijout an 2 (kozh + nevez) evit kaout ur sell hollek war an demografiezh, ur sell klokoc'h. Tu 'vefe lakaat anezho kichen ha kichen. --Y-M D 28 Kzu 2009 da 16:29 (UTC)[respont]
Marteze e vefe mat diblaseal ar gaoz en davarn evit kaout alioù ar muiañ a dud possubl. Petra soñjez?--Gwendal 28 Kzu 2009 da 16:53 (UTC)[respont]
Ya emaon o vont da gopiañ pep tra en davarn, graet eo. D'an dud da reiñ ho ali bremañ, trugarez. --Y-M D 28 Kzu 2009 da 16:55 (UTC)[respont]

Evit skeudennaouiñ emdroadur poblañs ar gumunioù eo ret dibab etre:

  • kaout grafikoù barrennek (skouer amañ)
  A-du kaout grafikoù barrennek nemetken. Ur grafik a zo trawalc'h din. Bravoc'h ha sklaeroc'h e kavan ar re-se. Pouneraat a ra ar bajenn ma lakomp daou grafik disheñvel evit diskouez ar memes tra.--Gwendal 29 Kzu 2009 da 09:43 (UTC)[respont]
  • kaout grafikoù krommennoù (skouer amañ)
  • kaout an daou stumm-se kichen ha kichen.
  A-du gant an doare-se d'ober, klokoc'h eo d'am soñj. --Y-M D 28 Kzu 2009 da 19:44 (UTC)[respont]

Trugarez da reiñ ho alioù.--Gwendal 28 Kzu 2009 da 18:40 (UTC)[respont]

Me gav e vije trawalc'h d'an dud a zo troet gant ar gaoz-se kavout ur c'hemenn en davarn. A-hend-all e c'hallit lakaat ur c'hemenn e pajenn pep kenlabourer, evel ma ouie Meven ober. n'eo ket amañ emañ lec'h seurt kaozioù teknikel. Bianchi-Bihan 28 Kzu 2009 da 17:07 (UTC)[respont]

Ar gwir 'zo ganit. N'am boa ket soñjet tamm ebet lakaat ur gerig hepken hag ul liamm. Da zerc'hel soñj neuze. Graet eo an traoù bremañ, neuze laoskomp an traoù evel-se. --Y-M D 28 Kzu 2009 da 17:12 (UTC)[respont]

Brezhonekaat

kemmañ

Ne vije ket fall brezhonekaat ar skeudenn-mañ:   a gaver er patrom

, stag ouzh un 50 pennad bennak. N'eus ket bet kalz tud o labourat war se betek-hen. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2009 da 09:08 (UTC)[respont]

Me 'zo a-du klask ober war-dro ma 'peus c'hoant. Ezhomm em befe eus ar gerioù brezhonek, n'anavezan ket anezho holl. --Y-M D 29 Kzu 2009 da 18:59 (UTC)[respont]
Me grede e oa brezhoneg aes evit skolidi Diwan. N'eus forzh. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2009 da 14:36 (UTC)[respont]
Kavout a ri gerioù 'zo e geriadur an Here.--Gwendal 30 Kzu 2009 da 14:57 (UTC)[respont]
Al lodenn vrasañ eus ar gerioù a anavezan, met n'am befe ket c'hoant faziañ. --Y-M D 30 Kzu 2009 da 15:01 (UTC)[respont]
Koget 'm eus d'ober war-dro. Kudennoùigoù 'm eus gant troidigezh "ankle" ha "groin", evit "face" n'on ket sur (gant "fas" e vez graet e brezhoneg ?), ha gellout a rafec'h sikour ac'hanon. Trugarez--Y-M D 30 Kzu 2009 da 15:50 (UTC)[respont]
Emañ ar gerioù brezhonek er patrom (n'eus nemet klikañ war "Diskouez"). Ankle = ufern, groin = pleg ar vorzhed, ent resis, met war an dresadenn e c'hallfed lakaat gaol. --Llydawr 30 Kzu 2009 da 18:01 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket. Ur benveg dispar eo Wikipedia evit treiñ! Pa'z an er wiki saoz ha pa ran en:ankle e kavan ufern diouzhtu, hag ibil-troad ouzhpenn!
Ma! Un tamm diaesoc'h eo afer en:groin. Gantañ e kavan fr:aine hag e kav din eo gaol , a zo fr:pubis. Chom a ra da c'houzout petra eo ar c'hemm etre fr:aine ha fr:pubis d'un den dizesk eveldon.
Mil gwech aesoc'h e kavfen ma vefe laret din penaos ober, hag e vefe graet diouzhtu, kuit da lakaat pevar den da goll o amzer. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2009 da 18:08 (UTC)[respont]
Mat eo tost echu 'm eus. Klasket 'm boa evel-just, met n'am boa ket kavet. Mat e vefe din gouzout petra eo troidigezh wir groin. --Y-M D 30 Kzu 2009 da 20:26 (UTC)[respont]

Setu da heul ar pezh am eus graet.Petra soñjoc'h ? Tu 'zo cheñch traoù ma vez ezhomm.

Sinañ, marplij, evit aesaat al lenn.Trugarekaat.
Evel er skouer saoznek uheloc'h, n'em bije ket lakaet a bennlizherenn d'an anvioù divoutin. Ha face zo dremm (pennad a chom da sevel) Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 13:50 (UTC) Pennad boulc'het. Labour astenn digor da bep hini. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 14:15 (UTC)[respont]
Opala disoñjet em boa sinañ, digarez. Tennañ a rin ar bennlizherennoù ma fell dit, ha lakaat dremm. Me gav bravoc'h ha sklaeroc'h gant pennlizherennoù, met bon. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 14:05 (UTC)[respont]
Ma ali eo, alioù all zo, n'eus ket mall. Morse ne vez mall kemm, nemet pa vez fazioù bras. Hastomp gortoz.
Talvoudus e c'hall bezañ ur skeudenn evel-se evit ar gelennerien vrezhonek. Marteze e vo mat lakaat ur steredennig dirak an anvioù benel. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 14:15 (UTC)[respont]
Posupl-tre eo din lakaat ur steredenn dirak an anvioù benel. Tu 'zo deomp gortoz alioù all evel-just. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 14:18 (UTC)[respont]
Chaous! Goude ar ger, a felle din lavarout. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 14:24 (UTC)[respont]
Mat eo din ivez, n'eo ket diaes d'ober. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 14:28 (UTC)[respont]

N'eus bet ali ebet. Petra 'reomp neuze ? --Y-M D 2 Gen 2010 da 10:57 (UTC)[respont]

A-du emaon gant Bianchi-Bihan evit skrivañ dremm e-lec'h fas. Ar ger gaol ivez ne glot ket gant al lodenn eus ar c'horf diskouezet war ar skeudenn rak izeloc'h emañ ar c'haol. Gwelloc'h e vefe lakaat pubis da heul Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù (moudenn a zo mat evit ar merc'hed hepken).
Ur poent teknikel : aesoc'h ha bravoc'h eo ober gant restroù .svg. Un toullad anezho a zo er Wikipedia commons er rummad-mañ : Commons:Category:SVG — human anatomy. Gallout a reer cheñch anezho gant ar meziant Inkscape a c'heller pellgargañ evit netra. Goude se e ve mat eilañ ar stumm brezhonek war Wikipedia commons asambles gant ar stummoù er yezhoù all. Sell ouzh ar stumm katalanek da skouer : Commons:File:Human body features-ca.svg. --Yun (kaozeal) 5 C'hwe 2010 da 07:14 (UTC)[respont]

Un toullad prizioù lennegel zo. Kavout a ra din e vanko atav udb ma ne vez ket lavaret petra eo ar priz: arc'hant pe chokolad? Ha pegement? Traoù a vije da gavout en un holloueziadur, da vihanañ evit ar prizioù breizhek. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 13:50 (UTC)[respont]

Me 'zo a-du ganit, ne vefe ket fall kaout tost pep tra a-denn da Vreizh en hor wiki-ni. Ma ne gaver ket an traoù a-denn da Vreizh amañ, neuze n'ouzon ket pellec'h e vo kavet. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 14:30 (UTC)[respont]
Pelec'h e vezont kavet ma n'eo ket el levrioù ha kazetennoù? Ne vint ket kavet amañ ma ne vezont ket lakaet. Ma labourfe un tamm an holl re a deu da votiñ e vefe kavet un tamm muioc'h a draoù. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 14:48 (UTC)[respont]
Me 'zo a-du ganit ivez, ma ne vezont ket lakaet ne vint ket kavet. En ul lec'h all e c'heller kavout an titouroù, mont da c'houlenn ganto war-eeun. Efedus-tre eo a gavan, tro 'm eus bet d'en ober meur a-wech (hag e rin c'hoazh). Ne c'heller ket gouzout pep tra neuze e ranker klask ha goulenn gant an dud a oa a zo un doare. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 15:20 (UTC)[respont]
Se zo hervez petra a glasker. Er wikipedia gallek n'hallfes ket skrivañ traoù ha n'int ket testeniekaet gant dihelloù. Ha komzoù tud a vefe distaolet ken aes ha tra. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2009 da 15:24 (UTC)[respont]
Ya gouzout a ran, met amañ n'eo ket a-mod-se. Ha ma ranker gortoz e skrivfe Ouest-France (pe re all) ur pennad diwar-benn an tem evit gellout kaout daveoù, ne vefe ket kalz tra diwar-benn Breizh amañ. Setu ul lodenn eus va doare da gavout titouroù d'an nebeutañ. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 15:28 (UTC)[respont]

Kudenn

kemmañ

Klasket em eus skrivañ ur pennad nevez amañ, met emañ e sizhunvezh 53 bloaz 2010. Ur bug bennak ez eus, d'am soñj. Oyp 1 Gen 2010 da 14:57 (UTC)[respont]

Bloavezh Mat

kemmañ

Bloavezh mat d'an holl. Savet eo bet pennad kentañ ar bloavezh 2010, Minic'hi, 31 101vet ar wikipedia war a welan.
Ar Vinic'hi eo bro Sant Erwan, ha hini ar bier Philomenn, daou eus madoberourien an denelezh. Ur banne da bep hini eus al labourerien pa vint diblouzet. Bianchi-Bihan 1 Gen 2010 da 10:45 (UTC)[respont]

Bloavezh mat dit ha da holl implijerien Wikipedia brezhonek. Evit ma 'vo ar bloavezh 2010 frouezhus evit an holl hag evit Wikipedia e brezhoneg. A galon --Y-M D 1 Gen 2010 da 11:45 (UTC)[respont]

Denez Prigent

kemmañ

Bloavezh mat d'an holl,

Emaon o labourat war pennad fr:Denez Prigent e galleg. Evel-just e soñjan treiñ anezhañ e brezhoneg war-lec'h, marteze gant ho sikour rak n'eo ket mat va brezhoneg. Neuze, piv a zo dezhañ pe dezhi titouroù diwar e benn ha n'int ket e-barzh ar pennad dija ? Emaon o klask, da skouer :

  • Al lec'h eo bet ganet : Santeg pe vBrest ? War ar seblant e vefe Santeg, met ur den hag en deus sonet gantañ a lavar Brest, hospital Morvan.
  • Niverenn ar 16 a viz kerzu kazetenn « Bretons » (pajenn 6) : ur pennad a zo diwar-benn Denez eno
  • E gasetig Daouarn. N'am eus ket kavet netra, pe dost, diwar he fenn.
  • Kement all : pennadoù e kazetennoù, e levrioù, hag all.

Trugarez deoc'h ! Oyp 1 Gen 2010 da 14:52 (UTC)[respont]

Lukius pe Lucius ?

kemmañ

Lennet 'm eus e oa bet un diviz ur prantad 'zo a-benn gouzout penaos e vo lakaet anv ar bibien e brezhoneg. Divizet 'oa bet brezhonekaat anezho. Ha goude-se ober gant Lukius Iañ. Hiziv eo ar pennad gant an anv Lucius Iañ. Seblantout a ra din bezañ kontrol d'an diviz bet kemeret. Ma n'eo gouest den ebet da reiñ abeg ar c'hemm-se e vo adlakaet an traoù evel ma oant dibabet. --Y-M D 1 Gen 2010 da 20:28 (UTC)[respont]

Lucius

kemmañ

D'am soñj n'eo ket ur mennozh mat adkregiñ gant an afer-se. Ne vo graet nemet koll amzer ha spazhañ laou adarre e-lec'h sevel pennadoù. Traoù pouezusoc'h zo d'ober.
1° N'haller ket brezhonekaat pep tra, ha me 'gred n'eus ket d'ober. Lucius eo an anv. Tud zo o deus un anv latin, re all un anv italianek, Carla Bruni n'eo ket Charleza ar Brun.
2° Un doare da welout an traoù eo lavarout "Divizet 'oa bet brezhonekaat anezho".

  • Me 'lavar ne oa ket bet divizet kement-se. Met ma vije bet, ne welan ket pet pennad zo bet savet gant ar voterien war-lerc'h, voterien ha n'o devoa ket studiet an afer a-raok, ha n'o deus ket labouret war an dachenn abaoe.
  • Me lavar n'haller ket brezhonekaat pep anv.
  • Me 'lavar eo droch krediñ brezhonekaat un anv o skrivañ "k" e-lec'h "c". *Me 'lavar n'eus ket a emglev diwar-benn ster ar ger brezhonekaat en afer. Daoust ha renablet eo bet an holl stummoù brezhonek a c'halled lakaat evit Lucius? N'int ket. Ur merour en doa divizet en doa tapet gouiziegezh dre vurzhud ur vot.

3° Faos eo lavarout e oa bet divizet ober gant Lukius Iañ, un anv am eus goulennet diverkañ meur a wech.

  • Ur merour en doa divizet e-unan en doa tapet gouiziegezh dre vurzhud ur vot.
  • Me 'lavar n'eo ket holloueziadurel ijinañ anvioù ha n'eus ket bet anezho e brezhoneg gwech ebet. Met kement-se am eus lavaret dija d'an hini en doa ijinet an anv Lukius, a vije bet Lusius kenkoulz all ha ken droch all. Ijinet abalamour d'ur vot a roe galloud da gemm anvioù an dud! Sede aze betek pelec'h e c'haller mont! Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 03:04 (UTC)[respont]

Doujañ d'an dibaboù ?

kemmañ

Kavout a rez droch adkregiñ gant an diviz. Me ne adkrogan ket (n'am eus ket amzer da goll), te marteze. Lennet 'm eus traoù, dibaboù 'oa bet graet ha setu tout. Ar gwir peus nonpas bezañ a-du evel-just. Met dre ma oa bet graet dibaboù e kav din eo ret doujañ outo, ha ma gav dit ez eo dibaboù fall ne peus nemet addigeriñ ar gaoz war ar sujed-se. Me n'am eus ali resis ebet. Ma ne c'hell den displegañ din perak eo bet lakaet an traoù da vont eus Lukius Iañ da Lucius Iañ, ma n'eus diplegadenn ebet, ne wellan ket neuze perak ne vefe ket adlakaet an traoù evit ma toujfen d'an diviz bet kemeret.
Pep tra a zo diazezet war ar pezh am eus lennet er pajennoù da heul : Kaozeal:Lukius Iañ ha Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud --Y-M D 2 Gen 2010 da 10:56 (UTC)[respont]

Addispleget em eus petra a oa enepholloueziadurel, war a seblant n'eo ket komprenet. Lukius zo un ijinadenn bersonel dre-se n'he deus lec'h ebet en un holloueziadur, sklaer a-walc'h eo.
Doujañ d'an dibaboù n'eo ket an droienn a zere: ar re o dije dibabet hervezout n'o deus graet implij ebet eus o dibab (lakaomp o dije komprenet d'ober petra e oa graet) pe peogwir e plij dezho votiñ hep ober al labour goude, pe peogwir eo un dibab diskiant, mat-tre da zivrudañ wikipedia, ha pell diouzh ar pezh a c'haller gortoz en un holloueziadur. Ne welan ket perak e vije ret d'ur merour adkregiñ gant fazioù ur merour all. Ma n'ec'h eus ali, ebet evel ma lavarez, gwelloc'h chom fur. Gouest e vefes da lavarout din eus pelec'h e teu an anv Lukius?
Ne blij ket din lenn traoù evel-hen: Kavout a rez droch adkregiñ gant an diviz. Distummañ ar pezh a skrivan, dre zievezh pe a-ratozh-kaer, n'eo ken. Adlenn mat ar pezh am eus skrivet. Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 13:05 (UTC)[respont]
Bloavezh mat d'an holl! D'am soñj e vefe furoc'h lezel Bianchi-Bihan d'ober war-dro seurt tachennoù. Gantañ emañ ar wirionez, hervezon Kinnig a ran deoc'h diskuizhañ gant :-)))
 
Bïer Westvleteren
. :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 2 Gen 2010 da 13:29 (UTC)[respont]
Me ne ran ket forzh eus penaos eo anvet ar pennad, met gwellet 'm boa ne zouje ket gant un diviz ofisiel bet kemeret, dre-se em eus c'hoant gouzout ar perak hag ar penaos. Ma anavezan mat ar reolennoù a vez dre amañ eo ret doujañ d'an dibaboù ofisiel. Setu perak em eus digoret ar gaoz war kement-mañ. Ne rin netra evit poent dre ma n'eo ket va zanvez labour, dre ma n'am eus ket kemeret perzh en diviz orin ha dre ma n'eo ar pouezusañ. Mont a rin da c'houlenn ali ar verourien oberiant a-vremañ o deus kemeret perzh en diviz d'ar mare-se.
Evit ar pezh a denn d'ar frazenn he deus displijet dit, ne lavarin ket diouzhtu ma 'z eo bet graet a-ratozh pe get, dit da welet. Atav em eus klasket ober eus ar gwellañ evit ma 'vefe un aer-gelc'h seder, prederiet hag a labour. Perak e krogfen da lakaat ar reuz hiziv ? D'ober petra ? Evel-just ne oa ket a-ratozh. --Y-M D 2 Gen 2010 da 13:46 (UTC)[respont]
Ar furañ tra e oa lenn mat a-raok ha chom hep digeriñ boest Pandora. Anat eo emaomp war hent an adlavaredoù hag ar c'holl-amzer. Gortoz a ran atav ma vo lavaret gant unan bennak eus pelec'h e teu an anv Lukius, goulenn holloueziadurel a dleje kontañ un tamm en un holloueziadur. Evit Lucius eo aes ken ez eo: eus gwir anv an den, n'eus nemet lenn ar pennad db an anv. Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 15:29 (UTC)[respont]
Me gav din ez eo ivez labour ur merour gwelet ma 'vez doujet d'an divizoù bet kemeret, setu rik ar pezh am eus graet. Ne gav ket din ez eus afer eus boest Pandora, nag a furnezh. Ma ne blij ket dit e vefe komzet eus ar sujed-se ne poa nemet chom hep respont ha ne pefe ket kollet a amzer. Ha ma ne blij ket dit e vefe klasket gouzout perak e vez implijet Lucius pa 'zo skrivet sklaer eo bet divizet ober gant Lukius, n'eo ket va gudenn. Gortoz a rin respont ar verourien all. --Y-M D 2 Gen 2010 da 16:40 (UTC)[respont]
Ma n'haller ket goulenn un tamm furnezh e dibaboù a denn d'an holloueziadur emaomp war un hent fall. Ur wech adarre ne blij ket din e vije distummet pezh a laran hag e pedan ac'hanout da lenn mat a-raok. Lavaret em eus ne oa ket fur c'hoari gant Lukius, peogwir n'eo ket holloueziadurel, ha ne fell ket dit krediñ. Lavaret em eus perak e oa furoc'h ober gant Lucius, ha ne fell ket dit krediñ. N'ouzon ket ha labour ur merour eo difenn ur stumm kentoc'h eget unan all, met labour pep kenlabourer eo diwall ma chomo holloueziadurel an holloueziadur. Evit an trede gwech e c'houlennan eus pelec'h e teu Lukius, hag o c'hortoz ar respont emaon atav. Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 17:15 (UTC)[respont]

Evit bezañ sklaer:

  • N'eo ket va fal gouzout ma 'z eo mat pe get. Lennet 'm eus e oa bet un diviz, hervez an doare mont en-dro e vefe ret doujañ outañ.
  • Arguzennoù 'peus evit un dibab all, goulenn ma 'vo digoret ul lec'h eskemm adarre, me 'zo prest d'ober war-dro. Ha du-se e vo tu eskemm war an abegoù

- Daou dra disheñvel mat eo.

  • Gortoz a ran ivez respont ar verourien all o doa kemeret perzh en diviz orin ha ma lavaront laoskel an traoù evel ma 'z int hiziv ne 'vo kudenn ebet
  • --Y-M D 2 Gen 2010 da 17:32 (UTC)[respont]
    • Da'm meno e c'haller doujañ d'ar reolenn dibabet (ober gant ur stumm brezhonek) ha mirout Lucius memes tra. An dibab brezhonekaat a oa un dibab evit gouzout petra ober dre-vras evit anv ar Bibien (Yann-Baol II, Benead XIII, hag all), ha me a oa a-du gant brezhonekaat. Eus an tu all ez eus Pibien n'int anavezet nemet dindan o anv latin (war-bouez un nebeud yezhoù romanek evel ar spagnolek a spagnoleka pep tra atav koulz lavaret), ha n'eus netra diazezet e brezhoneg evito. Seut aze ar furnez a vefe lezel Lucius ha mat pell zo. Ur reolenn all zo bet dibabet ivez : doujañ d'ar stummoù orin. Aze emañ ar reolennoù evit diskouez un hent, war-lerc'h eo dav kaout un tamm skiant vat evit o lakaat e pleustr. En degouezh-mañ e kav din e tegouezh mat Lucius, ne vo ket gwallgaset ar brezhoneg diwar kement-se. Ret eo diwall diouzh ar spered totaliter ivez. ;- --Fulup 3 Gen 2010 da 15:06 (UTC)[respont]

Tali taer

kemmañ

A-du a-grenn e savan gant Fulup, ha poent e oa gwelout ur merour o lakaat un tamm furnezh en afer abaoe 2008. Goude-se :

  • An dibab brezhonekaat a zo bet graet hep displegañ ster ar ger, hag ur merour en doa komprenet e oa ret lakaat Lusius, unan all Lukius, unan all (ha n’en doa laret netra e 2008 ) zo o paouez lavarout eveldon, Lucius.
  • Meur a gentel zo aze:
    • Arabat lakaat da votiñ hep displegañ ster ar gerioù : pa gomzer eus brezhonekaat ez eus tud a gompren Benead, re all Gregor, re all Lukius...
    • Goude se, arabat lakaat da votiñ evit aferioù yezh, hag a denn d’ar ouiziegezh ha d’ar skiant-prenet.
  • Taolet e vo evezh ez eus bet votet reolennoù a ya kontrol an eil d’eben: brezhonekaat traoù zo, mirout ar stumm orin evit traoù all. Gant se e c’haller ober n’eus forzh petra. Un tamm furnezh ne vo ket fall neuze.
  • E fin skrid Fulup e lennan: Ret eo diwall diouzh ar spered totaliter ivez. Strakal a ran ma daouarn. Ha ma daoudroad ivez. Bianchi-Bihan 3 Gen 2010 da 16:42 (UTC)[respont]
Laouen-tre on evidout ma 'z out laouen. A galon --Y-M D 3 Gen 2010 da 17:22 (UTC)[respont]
??? Na trist na laouen. Reizh e kavan gwelout furnezh en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 3 Gen 2010 da 17:39 (UTC)[respont]
Ne vin ket ali tre gant Bianchi pa lavar eo arabat lakaat da votiñ evit aferioù yezh. Dre m'emaomp amañ o plediñ gant ur raktres stroll n'eus den ebet perc'henn warnañ ha savet gant tud dezho soñjoù disheñvel e ranker lakaat reolennoù evit en em glevet. Kement-se a dalvez "koll amzer" o resisaat an traoù hag o klask kompren soñj ar re all marteze met n'eus hent all ebet. A-hend-all e adlavaran n'eus gant ar verourien tamm beli ebet war an dibaboù yezh. Er c'heñver-se int tre-ha-tre evel an implijerien all. Reiñ a reont o soñj ma karont ha mat pell zo. --Fulup 3 Gen 2010 da 18:01 (UTC)[respont]
Dre skiant-prenet e lavaran eo arabat lakaat da votiñ evit aferioù yezh. Votet o deus an dud traoù kontrol, hag ober a raint c'hoazh ma vez kinniget ober. E-kichen da se e c'haller kaozeal sioul ha kavout diskoulmmoù d'ar c'hudennoù hep krediñ eo gant an demokratelezh (galloud ar bobl, a-hervez) e vo plaenaet an diaezamantoù. Kement-se zo bet lavaret gant tud all hag e meur a yezh: Wikipedia:Mouezhiañ n'eo ket ar gwellañ.

Bianchi-Bihan 3 Gen 2010 da 18:20 (UTC)[respont]

Etrewiki

kemmañ

Taolet em eus pled meur a wech e tisoñj alies ar re a sav pennadoù amañ mont da lakaat an etrewiki brezhoneg war unan eus ar wikioù all ma kaver ar bajenn gevatal. Mat e vefe degas an dra-se da soñj d'an dud (d'ar re nevez da gentañ penn) hag ur wech an amzer ivez d'ar re arroutetoc'h war a seblant.--Trec'hlid mitonet 3 Gen 2010 da 17:09 (UTC)[respont]

Me grede veze graet gant ar robotoù. Bianchi-Bihan 3 Gen 2010 da 17:19 (UTC)[respont]
Graet e vez gant robotoù hepken adalek ar poent war vez lakaet un etrewiki un tu bennak.--Trec'hlid mitonet 3 Gen 2010 da 17:25 (UTC)[respont]
Ya sañset pa lakaer unan e vez graet tamm ha tamm al liammoù gant robotoù etre an holl wikioù. Merzhet 'm eus ivez e tisoñje an dud implijout ar patromoù bet savet evit lakaat ar skrid gant ar stumm. 1, 130vet, km2... Pe c'hoazh ar reolennoù poentaouiñ, hag al linennoù goullo a greiz holl er pennadoù ... --Y-M D 3 Gen 2010 da 17:28 (UTC)[respont]
Estreget d'ar poentaouiñ ez eus reolennoù, ha reizhañ dizehan eo labour ar wikipedour. Bianchi-Bihan 3 Gen 2010 da 17:43 (UTC)[respont]
Evit aesaat al labour n'eo ket fall kelaouiñ adarre an dud ez eus reolennoù ha binviji. --Y-M D 3 Gen 2010 da 17:46 (UTC)[respont]