Brec'h (ezel)
(Adkaset eus Kof-brec'h)
Brec'h a reer eus an ezel a zo e korf un den etre pep dorn ha pep skoaz. Div vrec'h, un divrec'h eta, o deus an dud, stag ouzh ar c'horf en divskoaz.
Dont a ra an divrec'h eus emdroadur ar pavioù diaraok el loened pevarzroadek a zo deuet da vezañ tud.
Er korfadurezh e reer kemm etre brec'h hag arvrec'h : an arvrec'h etre an dorn hag an ilin, ar vrec'h etre an ilin hag ar skoaz.
Korfadurezh
kemmañ- Kof ar vrec'h, pe kof-brec'h, a reer eus lodenn gigennek ar vrec'h.
- Pleg ar vrec'h a vez graet eus ar pleg etre ar vrec'h hag an arvrec'h
-
Kigennoù ar vrec'h
-
Kigennoù diaraok
-
Kigennoù diadreñv
-
Nervennoù